Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tabut. Ehanit ho rendael ! Tec'hel a rae kuit adal ma kroge ar rendael. Rendael a veze er gêr alies : tabut a veze alies etre an tad hag ar vamm. & Ober rendael da ub. : tabutal anezhañ. Kaer em boa ober dezhañ rendael. 2. Breud taer a c'hoarvez diwar diemglev a sav etre meur a zen a-zivout tra pe dra. Sevel a reas rendael etrezo : daoust pehini a oa ar brasañ anezho ? Neuze e savas rendael vras etre ar venec'h. & (impl. da anv unan) Rendaeloù ar politikerezh. Diwar neuze e teraouas mare ar rendaeloù hag ar brezelioù etre konted Roazhon ha Naoned. HS. dael. 3. A-wechoù, dre ast. Diemglev bras. Mar sav enebiezh etre an div Stad, penaos e vo gallet kompezañ ar rendael ?

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

rendaeloù

1850
Daveenn : GON.II pg rendael

rendael

1850
Daveenn : GON.II pg rendael

ober rendael

1850
Daveenn : GON.II pg rendaéla

Evit poanioù dister, dismegañs pe rendael, / Ne lavarfent neuze o deus c'hoant da vervel.

1867
Daveenn : MGK p67

Na ve ket e vefe etrezoc’h rendael, droug, gourvenn, droukrañs, kasoni.

1923
Daveenn : SKET p.51

rendael gg. [...] (ivez dael).

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Querelle".

Hounnezh, m’hen tou, a oa un amzer venniget dreist an holl amzerioù, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierezh, na touellerezh, na dizeeunder, na gourvenn, na buanegezh, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniezh, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir.

1923
Daveenn : SKET p.67

abadenn rendael

1927
Daveenn : GERI.Ern pg abadenn (un isntant de contestation, réplique querelle)

rendael

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVII

"Selaouit, ar rendaeloù etrezoc'h ne sellont ket ouzhomp," a lavar war un ton rust da Vlac'hakis.

2015
Daveenn : EHPEA p110

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial