Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. Gourdrouz (2) ub., ober trouz dezhañ. Jili en em lakaas da rendaeliñ an Dug nevez. 2. V.k.d. RENDAELIÑ OUZH UB. : enebiñ a-zevri ouzh ub. dre gomz. Rendaeliñ ouzh ur strollad tud a vez atav o klask pemp troad d'ar maout. 3. V.g. Arguziñ a-zevri. Rendaeliñ diwar-benn ul levr. Diwall ouzh rendaeliñ, diaes eo habaskaat. Mont da rendaeliñ en-dro d'e varnadennoù. 4. V. em. EN EM RENDAELIÑ : tabutal. Arabat eo d'ar re gozh en em rendaeliñ dirak bugale.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

rendael

1732
Daveenn : GReg pg disputer (contester)

rendael

1732
Daveenn : GReg pg contrarier

rendaelet

1732
Daveenn : GReg pg contrarier

rendaet

1732
Daveenn : GReg pg contrarier, disputer (contester)

rendaelet

1850
Daveenn : GON.II pg rendaéla

rendaelañ

1850
Daveenn : GON.II pg rendaéla

rendaelañ ouzhin en deus graet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rendaéla

P'o devoe en em gutuilhet, / Rebechet, youet, rendaelet / A-bep-eil en em damallet, / Ar marmouz, o welet penaos edo 'r c'hoari, / A lavaras dezho, droug ennañ a-zevri : / - "Bremañ, va mignoned, me oar mat ho toareoù, / Hag ho-taou e paeoc'h ar gwir hag ar mizoù.

1867
Daveenn : MGK p37

rendaelañ

1931
Daveenn : VALL pg (chercher) affaire

E kevredigezh a[r] Werc'hez Vari e veze graet prezegennoù gant ar skolidi wellañ, war destennoù a bep seurt ; ar brezegenn a veze lennet gant ar skoliad d'ar genvreudeur all, ha pep hini en doa frankiz da rendaeliñ ha da vreutaat diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial