Gouez da R. Musset koulskoude [...] he devije ur frailhenn lakaet Mulgul Brest da c'houzizañ. Evel-se e vije disklêriet fozioù ar Mulgul ha donder an draonienn veuzet.
It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak !
En e waremm, gourvezet er foz dindan ar raden hir, Job a c’hortoze, gant e falz nevez c’houlazhet en e gichen.
Ha setu koulz pred. Daouzek taoliad, a gant kouviad pep hini, a zo bet savet en ur park, pe gentoc'h, a zo bet toullet en ur park, rak e menez Arre, 'lec'h e oa stank an euredoù a vil den pedet, ne c'halled ket kaout pleñch ha bankoù a-walc'h, ha sed e veze toullet div foz en douar ; an daol a oa ar c'hlazenn etre an div foz.
Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.
Pa welit ar riskladenn a ra ur wech an amzer da vont e-tramek ar foz en em c'houlennit hag-eñ n'emañ ket o vont d'ho kas da dourtañ ur pilgos pe ur penngef bennak.
Mots précédents
Mots suivants
fozan