Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. San hir en douar, war vord an hentoù prl., evit skarzhañ an dour. Ober fozioù e kostez an hentoù evit dastum an dour-glav. Aet eo ar c'harr d'ar foz. 2. NA GAOUT NA TI NA FOZ : na gaout lec'h ebet da lojañ. D'ar foeterien-hent, d'ar baotred n'o doa na ti na foz. 3. Toull ledan ha don en-dro d'ur c'hastell, d'ur c'hreñvlec'h, karget a zour prl., a dalveze d'an difenn (er Grennamzer dh.). Foz kastell Pondivi. 4. Dre ast. Toull don en douar kleuziet gant ub. Fozioù ar vered. Kleuziañ fozioù evit pakañ loened. HS. poull. 5. Toull don ha ledan a vez dalc'het ennañ al loened ferv en ur zoo. Foz al leoned, an arzhed, ar bleizi.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

foz

1499
Daveenn : LVBCA p79 (fos)

bezañ war vord e foz

1732
Daveenn : GReg pg (être sur le) bord (de sa fosse)

fozioù

1732
Daveenn : GReg pg fosse (Fosse pour enterrer une personne, Van., p.)

foz

1732
Daveenn : GReg pg fosse (Fosse au tour des fossez d'un champ, &c.), fosse (Fosse pour enterrer une personne, p.)

fozioù

1732
Daveenn : GReg pg fosse (Fosse au tour des fossez d'un champ, &c, p.), fosse (Fosse pour enterrer une personne, p.)

Leun eo ar fozioù a zour.

1732
Daveenn : GReg pg fosse (Les fosses sont pleines d’eau.)

Mab tiern, evel mab tiek, ar bugel, an tad-kozh / A rank dastum o stal, ober o lamm er foz / Pa sko ar morzhol bras war boull o c'halonoù.

1867
Daveenn : MGK p100

Ha n'eo ket marzh kement-se, rak daou zen dall, pa rankont en em heñchañ an eil egile, ne zaleont ket da gouezhañ o-daou war o fenn e foz an hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.1-2

foz

1909
Daveenn : BROU p. 239 (fossé entre deux sillons ou deux champs)

Pakañ ez vev a reas, pe gant ar c’hrouglas, pe gant meur a zoare stignoù, antelloù, fozioù, gripedoù hag all, un niver loened gouez, pevarzroadeged, evned, loened-stlej, a fizias, goude, en e vreur Selvanos.

1923
Daveenn : SKET p.54-55

Gouez da R. Musset koulskoude [...] he devije ur frailhenn lakaet Mulgul Brest da c'houzizañ. Evel-se e vije disklêriet fozioù ar Mulgul ha donder an draonienn veuzet.

1943
Daveenn : TNKN p23

It e peoc’h gant an hent-bras-se hep aon da vezañ gwintet er foz gant ur c’harr-dre-dan bennak !

1944
Daveenn : ATST p.10

Met ne oan ket dinec’h, rak gouzout mat a raen e oa ur foz don etre ur soudard hag un ofiser, pa vezent en « uniform » an eil hag egile.

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

En e waremm, gourvezet er foz dindan ar raden hir, Job a c’hortoze, gant e falz nevez c’houlazhet en e gichen.

1944
Daveenn : ATST p.71

E Montroulez e voe taolet pled ne oa ket ur gwall doullad unvaniezh etre ar « Barizianed » hag ar « Vrezhonegerien ». Aes e oa gwelout e oa div gostezenn o tiwanañ, hag e vije arne ur wech bennak… E Gwened, ar foz a zonaas c’hoazh etrezo.

1944
Daveenn : EURW.1 p.131

Ha setu koulz pred. Daouzek taoliad, a gant kouviad pep hini, a zo bet savet en ur park, pe gentoc'h, a zo bet toullet en ur park, rak e menez Arre, 'lec'h e oa stank an euredoù a vil den pedet, ne c'halled ket kaout pleñch ha bankoù a-walc'h, ha sed e veze toullet div foz en douar ; an daol a oa ar c'hlazenn etre an div foz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.

1944
Daveenn : ATST p.21

Pa welit ar riskladenn a ra ur wech an amzer da vont e-tramek ar foz en em c'houlennit hag-eñ n'emañ ket o vont d'ho kas da dourtañ ur pilgos pe ur penngef bennak.

1985
Daveenn : DGBD p81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial