frammet
Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.
E broioù a zo evel ar C'harst e Slovenia, en Istria, e Kroatia, en Herzegovina hag e Montenegro, ar C'haosoù (Causses) e Bro-C'hall ar C'hreisteiz, menezioù Jura, h.a., hag a zo mein-raz ouzh o frammañ, ec'h anavezer mat stêrioù dindanzouar hag a red dre lodennadoù eus ar garregenn a zo bet teuzet tamm-ha-tamm, keit ha ma kavo an dour an tu da vont er-maez.
Bep ar mare ez aen kouti-koutik, da deurel ur sell dreist ar voger : dre forzh frammañ ha simantañ e kemeras an ti bihan stumm ur volz c'hotek, heñvel a-walc'h ouzh ar goudoroù enk a-enep ar bombez a veze savet e garioù Breizh e-pad ar brezel.
Mots précédents
Mots suivants
frammata