Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Lakaat ub., udb. a-dammoù. Diframmet o deus e zilhad. Diframmañ a rejont an aoter. Diframmet o deus e gorf a-dammoù. 2. Ent strizh, gwechall Lazhañ ub. kondaonet d'ar marv dre lakaat pevar marc'h prl. da sachañ war e bevar ezel d'o distagañ diouzh e gorf bras. E ziframmet o deus etre pevar ejen. Klask a rejont pevar marc'h d'e ziframmañ. 3. Dre skeud. Diframmañ ub. : droukkomz diwar e benn. Diframmañ e nesañ. B. 1. Distagañ, regiñ udb. a-grenn pe en un doare feuls diouzh udb. all, diouzh ub. Diframmañ ul lagad diouzh penn ub. Diframmañ ur vrec'h, ur c'har diouzh ub. Diframmañ irvin diouzh an douar. Diframmañ ur vedalenn a-ziwar e vruched. Diframmañ bezhin diwar ar reier. 2. Dre ast. Tennañ udb., ub., en un doare feuls, kriz pe direizh digant ub., er-maez eus ul lec'h bennak. Diframmañ ub. eus skilfoù an Ankoù. Diframmañ ur vro digant tud. Diframmañ udb. a-dre daouarn ub. & Dre skeud. Biken ne vo diframmet ar brezhoneg eus ar c'horn-bro-mañ. II. V.g. 1. Distagañ a-grenn, en un doare feuls. Ar benveg-se ne droc'h ket, diframmañ a ra. 2. Dre skeud. Deredek, tec'hel er-maez. An dud a ziframme eus an tiez. III. V. rag. EN EM ZIFRAMMAÑ 1. V. em. Trl. En em ziframmañ a-dre daouarn ub. : tec'hel kuit a-dre daouarn ub. Ar yar en em ziframmas a-dre e zaouarn. 2. V. kenem. En em gannañ kriz. An daou baotr en em ziframme evel chas.

Exemples historiques : 
23
Masquer la liste des exemples

diframmañ

1659
Référence : LDJM.1 pg tirer (par force)

diframmañ

1659
Référence : LDJM.1 pg arracher

diframmañ diouzh

1659
Référence : LDJM.1 pg echaper

diframmañ

1699
Référence : Har. pg diframmañ (tirer par force)

diframmañ

1732
Référence : GReg pg arracher, dejoindre, desunir (separer ce qui est joint ensemble), detacher (de force ce qui est bien attaché)

diframmet

1732
Référence : GReg pg arracher, dejoindre, desunir (separer ce qui est joint ensemble), detacher (de force ce qui est bien attaché)

biken na c'hellot o diframmañ

1850
Référence : GON.II pg diframma

diframmañ

1850
Référence : GON.II pg diframma, dichafrañta, diskolpa

diframmet

1850
Référence : GON.II pg diframma

diframmañ a rit va brec'h

1850
Référence : GON.II pg diframma

Flipata kreñv a reont ha c'hoari gant o beg / Oc'h [ouzh] kement a zo mat evit o diframmañ.

1867
Référence : MGK p73

Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, / E rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon ; / Rak, evel ma ouzoc'h, dre ned eus razoc'h aon, / Ne c'hellit kaout kofad, na begad evit netra / : A daolioù skilf, pep tamm a rankit diframmañ[.]

1867
Référence : MGK p8

Diskaret o doa an Aotrou Krist binniget hag ar sent, diframmet o doa an aoter.

1878
Référence : EKG.II p.80-81

Kregiñ a reas neuze e Siluros en e c’houzoug, ken ma vennas hemañ tagañ, hag e tiframmas anezhañ diouzh Derkeia.

1923
Référence : SKET p.104

O diframmañ a rae a-dre an daouarnioù gadal o devoa o skrapet, e harze outo o embregerezh hudur ; neuze o digase en-dro d’an tan hag, o wareziñ anezho gant he c’horf, o difenne a-hed an noz, he gourgleze en he dorn.

1923
Référence : SKET p.114

Diframmañ a ray diouzhit da holl zilhad ha da skeiñ gant e vorzhol.

1924
Référence : SKET.II p.45

Ha diframmañ e bluennoù liv tan hag aour a gasont ganto da gellies a eñvorenn-drec’h.

1924
Référence : SKET.II p.51

Hemañ a ziframme tamm yeot ac’hann, tamm yeot alese, hag a save e benn ur wech an amzer da sellet en-dro dezhañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Un taol-mor a deuas hag a gouezhas war ar Vran, a ziframmas ar c’habiten diouzh ar varrenn, hag a begas anezhañ ouzh al listenn, evurus ma n’eo ket aet er-maez. Semplet. Lakaet eo bet en e c’hourvez a-hed al listenn dic’hlaviet.

1925
Référence : BILZ2 p.171

diframmañ

1931
Référence : VALL pg arracher

Diframmañ a ray diouzh e galon an higenn zraenek, ha pa yafe an tamm ganti.

1949
Référence : SIZH p.59

En ur stourm enep ar Stad impalaerour dre ziframmañ diganti ar pezh a zo ret deomp da vevañ.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.5

Hini pe hini anezho a oa dezhañ ivez teuler evezh ouzh ar piked ha klotañ a rae mat gant ar gartenn (pa veze bet ur barr-glav bras bennak e c'hoarveze a-wechoù e veze bet diframmet unan bennak gant kas an dour), me a veze da drede ha diouzhtu em c'hichen e veze ar mwana o tougen ar plankenn-labour a veze warnañ diouzh un tu ar c'harned da verkañ an evezhiadennoù, ha diouzh an tu all ar gartenn hag a verked warni natur an danvez a veze bet kavet, hervez pe hini oa, ec'h implijed kreionoù liv, e doare kaout diouzhtu ur gwel dre-vras.

1985
Référence : DGBD p71

Étymologie

Termen savet gant ar rakger "di-", an anv-kadarn "framm" hag an dibenn-verb "-añ".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux