Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V. I. V.g. A. (db. al loened) [1931] Ober un trouz boud evel amprevaned zo o nijal. Klev ar gwenan o fraoñval. Gwechall e oa c'hwiled ken a fraoñve. HS. boudal, froumal. B. Dre skeud. (db. an dud) Mont ha dont dibaouez ha prim. Merc'hed o fraoñval dre an ti. HS. difretañ, dispac'hañ. C. (db. an traoù) 1. [1985] Mont plaen en-dro, trouzal ingal, pa reer anv eus un ardivink bnk. [1985] Setu adarre ar c'heflusker o fraoñval laouen ! Ur c'heflusker o fraoñval. Ur c'harr-nezañ o fraoñval. 2. Trouzal dre berzh an tizh, pa reer anv eus ur vannadell. Ne oa ket en e ched pa groge an tennoù fuzuilh da fraoñval. Ar mein a fraoñve en-dro dezho. HS. froumal, sutal. 3. Trouzal evel an avel o c'hwezhañ e-touez traoù. Fraoñval a ra an dilhad gant an avel. [1954] Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog, foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel. II. V.k.e. 1. Fiñval udb. gant tizh betek e lakaat da drouzal. Huchal a rae a-bouez-penn en ur fraoñval e zivrec'h. 2. Mouskanañ. Fraoñval ur pennig sonenn.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

En ur fraoñval e tec’has an dared lugernus ; treuzdidreuziñ a reas askre Derkeia, hag o tizhout en a-dreñv dezhi he div c’hoar, o skoas o-zeir war astenn er geot.

1923
Référence : SKET p.113

Eno neuze e veze gwasket, miret, astennet, ledet, kempennet ar c'heloùioù, hag ac’hane, divailhuret, dishualet, disparlet, difarleet, kelien dibreder e nijent, a-us d’ar bourk, kent mont da frônal, eus an eil ti d’egile. Seblantout a ra din… Ha ne glevit-hu ket anezhe sardoned frou… frou…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

fraoñval

1931
Référence : VALL pg bourdonner, brondir

fraoñval

1931
Référence : VALL pg brondir

Fraoñval a ra an ardivinkoù e kof al lestr.

1944
Référence : EURW.1 p.110

Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog, foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel.

1954
Référence : VAZA p.21

Ya, pegen laouen e vezen bep tro ma tigouezhe din gwelout o veskañ, o tiveskañ hag o fraoñval kel lies a vouchouer [sic, vouchoueroù] a bep seurt liv, gant ar c’hatiolennoù gwenn-erc’h o plavañ a-us dezho, ha tamm ebet ne veze mezher du ar gwazed evit o digoantañ !

1954
Référence : VAZA p.33

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Référence : VAZA p.52

Setu adarre ar c'heflusker o fraoñval laouen !

1985
Référence : DGBD p115

London a fraoñve meurdezus tro-war-dro.

2012
Référence : DJHMH p.71

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux