fraoñval
Goude kreisteiz ’vat e tarzhas un heol benniget, ha c’hoarzhin a ris leizh-kof e-pad un ebad-liorzh e ti-meur pennrener an enezenn o sellout ouzh un arc’heskob eus iliz Bro-Saoz o c’hoari polod-paliked gant gwragez ha merc’hed yaouank : « Ma ! emezon ouzhin va-unan, n’on ket c’hoazh dare da welout eskob Sant-Brieg ha Treger pe hini Kemper ha Leon o lammat e stumm-se evel ur penn avelet hag o c’haloupat war-lerc’h ur volotenn ken ma fraoñje e[n]-dro dezhañ pastelloù e livitenn du ».
Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.
Brav-Doue e chomas an amzer kerkoulz hag ar mor a-hed an eizh deiz ma padas hor beaj war-du an inizi Antilhez, hep darvoud ebet a gement e talvefe ar boan komz dioutañ, nemet e tegouezhas din gwelout ar wech kentañ er mor Garaïbed pesked askellek o fraoñval a-rez an dour hag o kouezhañ ennañ gant an dourni ma ra ur barr-grizilh war un doenn vein-glas.
Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog, foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel.
Ya, pegen laouen e vezen bep tro ma tigouezhe din gwelout o veskañ, o tiveskañ hag o fraoñval kel lies a vouchouer [sic, vouchoueroù] a bep seurt liv, gant ar c’hatiolennoù gwenn-erc’h o plavañ a-us dezho, ha tamm ebet ne veze mezher du ar gwazed evit o digoantañ !
Setu adarre ar c'heflusker o fraoñval laouen !
London a fraoñve meurdezus tro-war-dro.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
fraoñv-divraoñv