I.
V.g.
1. Regiñ.
Ar ouel a fregas dre an hanter eus krec'h d'an traoñ. Ar roued ne fregas ket.
2. Dre ast. (db. ar gwiadennoù)
Dizober.
P'o devez graet ur poent fall en o labour-stamm e fregont betek ar poent-se hag e reont a-nevez o labour.
3. Dre skeud. (db. ar mor hag ar gwagennoù)
Terriñ.
An taolioù-mor a frege rust war ar c'herreg.
HS. freuzañ, tarzhañ.
II.
V.k.e.
A.
1. Regiñ.
Ar vatezh hi a frege an dilhad kozh evit ober pilpouz. Fregañ un tamm paper.
2. Dre ast.
Terriñ, distrujañ.
Fregan speurennoù. Freget o deus ar girzhier.
HS. difoeltrañ, freuzañ.
B. Dre skeud.
1. Trl.
Fregañ hentoù lous : mont dre hentoù fall.
2. (db. ar bagoù)
Trl.
Fregañ an dour : dilec'hiañ war an dour.
Iskis eo an trouz a ra al lestr en ur fregañ an dour.
3. Drailhañ.
Fregañ o c'horf gant ar c'halkennoù ejen.
4. (db. an douar)
Digeriñ.
Binvioù nevez da fregañ an douar.
5. Trl.
Fregañ e c'henoù : e c'hloazañ, e ziaozañ dre forzh e zigeriñ re bell pe re ledan. Ar sakrist a sache warni a-bouez fregañ e c'henoù.
III.
Impl. da ak.
Rog.
En abeg d'ar fregañ graet enni.
HS. freg, fregadenn.
Référence :
LVBCA
p80 (fregaff et hegaff tout vng)
fregañ
fréga
1850
Référence :
GON.II
pg fréga
freget
fréget
1850
Référence :
GON.II
pg fréga
« A-benn warc'hoazh, mignon, an heol c'hell distagañ, / Ha dishorellet-krenn, ar bed a c'hell fregañ ; / Warc'hoazh a zo da Zoue, / Bremañ hepken [zo] dit-te. »
» A-benn warc'hoaz, mignoun, ann heol c'hell distaga, / » Ha dishorellet krenn, ar bed a c'hell frega ; / » Warc'hoaz a zo da Zoue, / » Brema hep-ken d'id-te.
1867
Référence :
MGK
p96
Ar re-mañ, pa deuent d’ar gêr, drastet ha diframmet o dilhad, pa veze goulennet digante penaos o devoa graet evit o fregañ, a damalle anezhe, gwir pe c’haou, da Vilzig.
Ar re-man, pa deuent d’ar gêr, drastet ha diframmet o dilhad, pa vije goulennet digante penôs o devoa grêt evit o frega, a damalle anê, gwir pe c’haou, da Vilzig.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.978 (Even 1924)
Ar mor, e-barzh ar porzh, a sav, a c’hwezh ; en em astenn, en em ledañ a ra war an traezh, en-dro dezhi ur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennoù pere en em blege, en em zisplege, a frege, a zifarlee, en ur diruilhañ o [g]arlantezennoù eonennus.
Ar mor, e-barz ar porz, a sav, a c’houez ; en em astenn, en em leda a ra war an trêz, en-dro d’ei eur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennou pere en em blege, en em zisplege, a frege, a zifarlee, en eur diruilha o c’harlantezennou eonennus.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).
A-raok an hantervare, an tarzhioù-mor a frege war ar Vran a bep a du d’ar Gwennili, enk-meurbet ar ganol evit antren er porzh, eus a-gichen ar Garreg-Kouezhet betek beg ar Roc’h-Dañvad.
A-rôk an hanter vare, an tarziou-mor a frege war ar Vran a beb a du d’ar Gwennili, enk meurbed ar ganol evit antren er porz, eus a gichen ar Garreg-Kouet betek beg ar Roc’h-Danvad.
1925
Référence :
BILZ2
p.107
Ha gant se e vez disheñvel, n'eo ket hepken kerzhed al lestr, met ivez an drouz a ra en ur fregiñ an dour, re-bar eo bremañ e vije o vont a-dreuz ul lennad eoul, ha kreñvik an donn dindanañ koulskoude.