Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Regiñ. Ar ouel a fregas dre an hanter eus krec'h d'an traoñ. Ar roued ne fregas ket. 2. Dre ast. (db. ar gwiadennoù) Dizober. P'o devez graet ur poent fall en o labour-stamm e fregont betek ar poent-se hag e reont a-nevez o labour. 3. Dre skeud. (db. ar mor hag ar gwagennoù) Terriñ. An taolioù-mor a frege rust war ar c'herreg. HS. freuzañ, tarzhañ. II. V.k.e. A. 1. Regiñ. Ar vatezh hi a frege an dilhad kozh evit ober pilpouz. Fregañ un tamm paper. 2. Dre ast. Terriñ, distrujañ. Fregan speurennoù. Freget o deus ar girzhier. HS. difoeltrañ, freuzañ. B. Dre skeud. 1. Trl. Fregañ hentoù lous : mont dre hentoù fall. 2. (db. ar bagoù) Trl. Fregañ an dour : dilec'hiañ war an dour. Iskis eo an trouz a ra al lestr en ur fregañ an dour. 3. Drailhañ. Fregañ o c'horf gant ar c'halkennoù ejen. 4. (db. an douar) Digeriñ. Binvioù nevez da fregañ an douar. 5. Trl. Fregañ e c'henoù : e c'hloazañ, e ziaozañ dre forzh e zigeriñ re bell pe re ledan. Ar sakrist a sache warni a-bouez fregañ e c'henoù. III. Impl. da ak. Rog. En abeg d'ar fregañ graet enni. HS. freg, fregadenn.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

fregañ

1499
Daveenn : LVBCA p80 (fregaff et hegaff tout vng)

fregañ

1850
Daveenn : GON.II pg fréga

freget

1850
Daveenn : GON.II pg fréga

« A-benn warc'hoazh, mignon, an heol c'hell distagañ, / Ha dishorellet-krenn, ar bed a c'hell fregañ ; / Warc'hoazh a zo da Zoue, / Bremañ hepken [zo] dit-te. »

1867
Daveenn : MGK p96

Ar re-mañ, pa deuent d’ar gêr, drastet ha diframmet o dilhad, pa veze goulennet digante penaos o devoa graet evit o fregañ, a damalle anezhe, gwir pe c’haou, da Vilzig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

Ar mor, e-barzh ar porzh, a sav, a c’hwezh ; en em astenn, en em ledañ a ra war an traezh, en-dro dezhi ur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennoù pere en em blege, en em zisplege, a frege, a zifarlee, en ur diruilhañ o [g]arlantezennoù eonennus.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

A-raok an hantervare, an tarzhioù-mor a frege war ar Vran a bep a du d’ar Gwennili, enk-meurbet ar ganol evit antren er porzh, eus a-gichen ar Garreg-Kouezhet betek beg ar Roc’h-Dañvad.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

Ha gant se e vez disheñvel, n'eo ket hepken kerzhed al lestr, met ivez an drouz a ra en ur fregiñ an dour, re-bar eo bremañ e vije o vont a-dreuz ul lennad eoul, ha kreñvik an donn dindanañ koulskoude.

1985
Daveenn : DGBD p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial