Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. G. 1. C'hwezh vat naturel prl. Ur frond c'hwek. Ur frond pounner. Frond ur c'hoad. Frondoù an nevezhañv. Frond ar c'hafe. [1954] Ar maezioù war-dro ’vat a zo kaer-kenañ, da vihanañ da viz Eost : koadeier divent gant an hevelep gwez hag e Sveden, bezv ha sapr, ma kouezh diouto a-vouilhadoù c’hwezh yac’hus ar rousin, hag a bep tu d’ar wenojennoù kammdroennek brousgwez diniver en o bleuñ, un drugar hepken pa bleg aezhenn glouar an hañv da wentañ o frond c’hwek. DHS. blaz. 2. Dre ast. Danvezenn, liñvenn alkoolek a dalvez da reiñ c'hwezh vat (d'ar c'horf da skouer). Ur frond diwar c'hoularz. Ur frond diwar lavand. II. H.g. Hollad an danvezennoù a dalvez da reiñ c'hwezh vat. Skuilhañ frond war udb. Ur glizhenner frond.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

Pallennet e vez leurenn an douar, kerkoulz ha pep bodenn, a vleunioù gwenn, a vleunioù ruz, a vleunioù melen-aour, ma vez balzamet an aer gant ar c’hwezh-vat diouto, ouzh en em veskañ gant ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, derv, bezv ha tilh.

1923
Référence : SKET p.48

Frond he c’hoadoù a c’hweshemp ha tourni lirzhin he gwazhredennoù, a-dreuz kant ha kant a levioù, a zigouezhe betek ennomp.

1923
Référence : SKET p.41

"frond" g.

1923
Référence : SKET p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Odeur (Goelo, Gwened)".

Er pinegi-se nes d’an neñv, bepred glas ha hesonus da c’houez an avelioù, leun a frond-balzam kreñv, e kar Mamm-Veur ar Glen ober hec’h annez.

1924
Référence : SKET.II p.48

frond

1931
Référence : VALL pg arome

louzoù frond c'hwek

1931
Référence : VALL pg aromate

Ker ruz eo da jenoflez/ Ha teodoù levrini,/ Jenoflez o delioù c'hwek,/ Jenoflez eus da liorzhoù,/ Frond ganto evel ma ouzez,/ Hag o c'houzout diouzh da frond.

1949
Référence : SIZH p.55

Frond tomm a oa en aer gant ar mel hag an tin.

1949
Référence : SIZH p.53

Ar paotr a save d'e fronelloù frond pounner al lili hag an elestr voulouz a wiske al leurenn en he fezh, gant o fetis a ballenn liesliv.

1949
Référence : SIZH p.44

Ar maezioù war-dro ’vat a zo kaer-kenañ, da vihanañ da viz Eost : koadeier divent gant an hevelep gwez hag e Sveden, bezv ha sapr, ma kouezh diouto a-vouilhadoù c’hwezh yac’hus ar rousin, hag a bep tu d’ar wenojennoù kammdroennek brousgwez diniver en o bleuñ, un drugar hepken pa bleg aezhenn glouar an hañv da wentañ o frond c’hwek.

1954
Référence : VAZA p.166

'Dalveze ket mui ar boan distouvañ ar voutailhad gwin eus an Nahe am boa degaset da vintin eus ar c'hav : pec'hed e vez kargañ ur werenn gant liv ametist ruz ar Wallhaüser Backöschen pa ne vezer ket e stad a c'hras, distrob ar spered diouzh pep trubuilh evit bezañ gouest da dañva ervat blaz frouezh ar menezioù ha frond ar vuhez atav yaouank.

1992
Référence : EAZB p.117

L'Office public de la langue bretonne