Dastumet en doa ar Gonideg ar ger "froñt" digant geriadur ar Pelleter hepken. Skrivañ a ra n'eo ket sur-tre eo ar memes plant a vez graet anezho "froñt" ha "frouñt". N'eo ket bet troet "froñt" e galleg gant ar Pelleter ha ne soñj ket da ar Gonideg e c'hall ar blantenn a vez graet "frouñt" anezhi ("la morelle" e galleg) ober kement ha vez skrivet e termenadur "froñt" savet gant ar Pelleter.