Dastumet en doa ar Gonideg ar ger "froñt" digant geriadur ar Pelleter hepken. Bet e oa bet ar Gonideg o klask gouzout hag eñ e rae ar Pelleter "froñt" eus ar blantenn a veze graet "frouñt" anezhi gantañ, da lavaret eo "la morelle" e galleg. N'eo ket bet troet "froñt" e galleg gant ar Pelleter, deskrivet e oa bet efedoù ar blantenn avat. Ne soñje ket d'ar Gonideg he doa ar blantenn a veze graet "frouñt" anezhi gantañ an efedoù-se.