1. (db. an tan)
[1499] Elfenn skedus, gwenn-kann he liv, a zistag eus ur c'horf o teviñ pe un dra zo bet skoet.
Fulennoù an tantad o pignat er siminal. Ur fulenn dan.
2. (db. an erc'h)
Strinkenn erc'h.
Fulennoù erc'h ar goañv.
HS. malzenn.
3. Dre ast.
Lodenn bihan-tre eus udb.
Ur fulenn vuhez. Ur fulenn garantez-vro.