Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an tan) [1499] Elfenn skedus, gwenn-kann he liv, a zistag eus ur c'horf o teviñ pe un dra zo bet skoet. Fulennoù an tantad o pignat er siminal. Ur fulenn dan. 2. (db. an erc'h) Strinkenn erc'h. Fulennoù erc'h ar goañv. HS. malzenn. 3. Dre ast. Lodenn bihan-tre eus udb. Ur fulenn vuhez. Ur fulenn garantez-vro.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

fulenn dan

1499
Daveenn : LVBCA p80 (estincelle morte, ou fule)

fulenn, fulienn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (fulen, fulien)

fulenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bluette

fulenn dan

1732
Daveenn : GReg pg bluette (petite étincelle de feu)

fulennoù

1732
Daveenn : GReg pg bluette (petite étincelle de feu)

fulenn

1732
Daveenn : GReg pg bluette (petite étincelle de feu)

fulenn

1732
Daveenn : GReg pg bluette (petite étincelle de feu)

fulennoù

1850
Daveenn : GON.II pg fulen

fulenn

1850
Daveenn : GON.II pg elven, fulen

fulenn dan

1931
Daveenn : VALL pg bluette

- Tra spontus eo neuze karantez ar c'hig ! - Tra neñvel ! Hi ar fulenn, a c'hwezh an tan, ha hi ar feunteun el lazh...

1949
Daveenn : SIZH p.57

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II e vez graet gant ar ger "fulen" e Bro-Wened hag e Bro-Gerne ha gant "elven" pe "éliénen" e lec'h all. Lenn a reer e GReg e vez graet gant ar stumm lies "fulad" e Bro-Wened.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial