Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Stroll linennoù ha gorreennoù un dra, ar framm anezho, hag an ec'honenn a ya gant an dra-se. & Dre ast. Boud pe dra a zamweler ha n'eur ket evit gouzout resis petra eo. HS. seblant. 2. Diavaez un dra, a ra dezhañ bezañ anavezadus diouzh un dra all. II. YEZHAD. A. Furm vihanaat : neuz ur ger zo staget al lostger -ik pe -ig outañ, dezhañ un dalvoudegezh vihanaat, karantezus pe pemdez, prl. & Dre ast. Ar gerioù zo staget an dibenn bihanaat outo. "Bravik", "paotrig", "muioc'hik" ha "bevaik" zo furmoù bihanaat an anv-gwan "brav", an anv-kadarn "paotr", an adverb "muioc'h" hag ar verb "bevañ". B. (db. an niver) 1. Furm unan : rummenn yezhadur a denn d'an niver hag a zave d'ar gerioù a arouezer ganto un dra digemmet diouzh traoù all. & Dre ast. Neuz ar gerioù a implijer gant merk an unander. Ar gerioù "kador", "taol" zo gerioù en o furm unan. 2. Furm lies : rummenn yezhadur a denn d'an niver hag a zave d'ar gerioù a arouezer ganto dastumadoù traoù niveradus, ha d'ar gerioù all a glot ganto (verboù pe raganvioù). & Dre ast. Neuz ar gerioù a implijer gant merk al liester. "Keder" ha "kadorioù" zo furmoù lies eus ar ger "kador". Er frazenn "ho taouarn n'int ket naet" emañ ar verb en e furm lies. Furm lies reizh ar ger "kador" eo "kadorioù". Furm lies diabarzh ar ger "kador" eo "keder". 3. Furm daou : rummenn yezhadur a denn d'an niver hag a zave d'ar gerioù a arouezer daouadoù ganto. & Dre ast. Neuz ar gerioù a implijer gant merk an daouder. "Daoulagad" ha "divskouarn" zo furm daou ar gerioù "lagad" ha "skouarn". 4. Furm stroll : rummenn yezhadur a denn d'an niver hag a zave d'ar gerioù a arouezer ganto an traoù niveradus a vez sellet outo a-stroll. & Dre ast. Neuz ar gerioù a implijer gant merk ar strollder. "Gwez" zo ur furm stroll a saver diwarnañ an unanderenn "gwezenn". C. (db. ar reizh) 1. Furm venel : rummen yezhadur a zave da reizh an traoù benel. & Dre ast. Neuz ur ger a stager un dibenn benel outañ. "Kazhez" ha "kazhenn" zo div furm venel ar ger "kazh". 2. Furm gourel : rummenn yezhadur a zave da reizh an traoù gourel. & Dre ast. Neuz diazez ur ger, hep dibenn ebet stag outañ. D. (db. ar verboù) 1. Furm eeun : displegadur ar verb gant ar merkoù gour hag ar merkoù amzer. 2. Furm gevrennek : displegadur ar verb savet diwar ur verb skoazell hag an anv-gwan-verb anezhañ. 3. Furm dic'hour : merk eus displegadur ar verboù na glot gant raganv-gour rener ebet. III. Yezhon. Neuz ur ger e-keñver argemmoù yezhadurel a ro ster pe ster dezhañ. Ar stumm zo e-keñver ar son hag ar skritur, ar furm e-keñver ar yezhadur. IV. DISPRED. [1659] Strafuilh, spont.

Exemples historiques : 
52
Masquer la liste des exemples

deskripsion a furm un dra bennak

1499
Référence : LVBCA p14, 35, 55, 81, 195, 201 (description de la forme d-aucune chose [de quelque chose]

fum botez

1499
Référence : LVBCA p39, 80 ('forme pour les chaussures')

furm

1499
Référence : LVBCA p80 (fourme)

furm heuz

1499
Référence : LVBCA p80, 98 ('forme -pour les bottes-')

furm

1499
Référence : LVBCA p80 (forme, beaulte)

furm

1659
Référence : LDJM.1 pg affre

furm

1659
Référence : LDJM.1 pg figure, forme, stature

furm botoù

1732
Référence : GReg pg fprme (Forme de soulier.)

reiñ ur furm dereat da un dra

1732
Référence : GReg pg forme (Donner une forme convenable à une chose.)

coll e furm

1732
Référence : GReg pg forme (Perdre sa forme.)

collet e furm

1732
Référence : GReg pg forme (Perdre sa forme, pp.)

hep furm

1732
Référence : GReg pg forme (sans forme)

furm kere

1732
Référence : GReg pg forme (Forme de soulier.)

An den a zo graet eus a vateri hag a furm : da lavaret eo, an den a zo furmet a gorf hag a ene.

1732
Référence : GReg pg forme (L'homme est compose de matiere & de forme.)

An den a zo graet eus a vateri hag a furm : da lavaret eo, an den en deus korf hag ene.

1732
Référence : GReg pg forme (L'homme est compose de matiere & de forme.)

furm sustañsus

1732
Référence : GReg pg forme (Forme substancielle, acte qui determine les choses à être telles.)

furmoù sustañsus

1732
Référence : GReg pg forme (Forme substancielle, acte qui determine les choses à être telles, p.)

An ene a zo ar c'haoz hag ar furm fetis eus ar vuhez.

1732
Référence : GReg pg formel (L'âme est la cause formelle de la vie.)

skrid pehini a gompren ur furm ordrenet.

1732
Référence : GReg pg formulaire

furm ordrenet

1732
Référence : GReg pg formule (certaines regles prescrites pour les procedures)

furmou ordrenet

1732
Référence : GReg pg formule (certaines regles prescrites pour les procedures, p)

Neb en em dalc'h just-e-just d'ar furmoù ordrenet.

1732
Référence : GReg pg formuliste

ar matery hag ar furm

1732
Référence : GReg pg forme (La matiere & la forme.)

furm ront

1732
Référence : GReg pg cercle (ligne tirée en rond)

furm spesiel eus a un dra

1732
Référence : GReg pg configuration

furm un den, limaj un den, war varc'h

1732
Référence : GReg pg equestre (statuë equestre)

furm

1732
Référence : GReg pg figure (superficie, & forme exterieure de tous les corps), forme (figure), forme (Forme, principe qui donne une maniere d'être aux choses.)

furmoù

1732
Référence : GReg pg figure (superficie, & forme exterieure de tous les corps, p.), forme (figure, p.)

kemeret a bep seurt furmoù

1732
Référence : GReg pg figure (Se changer en toutes sortes de figures)

ober furmoù

1732
Référence : GReg pg figurer (tracer quelque figure)

graet furmoù

1732
Référence : GReg pg figurer (tracer quelque figure)

furm ordrenet

1732
Référence : GReg formalité (formule de droit)

furm merket gand ar gwir

1732
Référence : GReg pg formalite (formule de droit)

furmoù merket gant ar gwir

1732
Référence : GReg pg formalite (formule de droit, p.)

furmoù ordrenet

1732
Référence : GReg pg formalite (formule de droit, p.)

furm

1732
Référence : GReg pg forme (figure, Van.)

formoù

1732
Référence : GReg pg forme (figure, Van., p.)

furmoù

1732
Référence : GReg pg forme (figure, Van., p.)

furm

1850
Référence : GON.II.HV pg furm

Likit e kemm an iwerzhoneg guth « mouezh » (= *gutus), guide « pedenn » (= *godia), hag ar goteg guth « Doue », furm nepreizh o terc’hel lec’h un henarieg *ghuton.

1923
Référence : SKET p.27

furmoù den pe aneval linennekaet

1923
Référence : SKET p.183, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(VII, 15) des formes humaines ou animales stylisées".

Branodunum, furm latinaet evit Branodunon, a zo deuet hiziv da "Brandon" (Saône-et-Loire).

1923
Référence : SKET P.9

*Kadra, *Daga, furmoù gwregel eus "kadros", henvrezhoneg "kadr", krennvrezhoneg "kazr", brezhoneg bremañ "kaer", hag eus "dagos", heniwerzhoneg ha brezhoneg "dag", brezhoneg bremañ "da" « mat ».

1923
Référence : SKET p.98

(2) "Weaver" ha "Waver" a zalc’h lec’h furmoù saoznek koshoc’h "Weofre" ha "Weoer", "Waefer".

1923
Référence : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Anvioù stêrioù eus Alamagn an hanternoz, a gaver en hon amzer e Breizh-Veur, a desteni diarvar ar furm anezho ez int bet digaset gwechall gant ar Gelted.

1923
Référence : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

"denheñvel" [...] ivez "furm-den"

1924
Référence : SKET.II p.123 « Geriadurig », "Anthropomorphe, anthropoïde".

furm den

1931
Référence : VALL pg anthropoïde

Kened, kenglotadur ur furm hag ur mennozh, ar merzout hag ar meizañ

1931
Référence : VALL pg beau

Hiniennoù eus ar gwez-se a gemere furmoù teuzed, o brankoù a gemere furmoù divrec’h, o gwrizioù furmoù divhar, e-barzh ar girzhier, ar vein o-unan a denne da bennoù tud varv.

1944
Référence : EURW.1 p.93

Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus.

1949
Référence : SIZH p.52

Eus al latar hefiñv ha difetis en doa brellet daoulagad an noter e-pad ken pell e tifoupe bremañ trumm furm resis un euzhden diaoulek.

2012
Référence : DJHMH p20

Rak dezverkoù ur gevredigezh vat a zo, pe a rankfe bezañ, an hevelep re ha re an arz. Hollret eo ar furm dezhi.

2015
Référence : POLDG p. 225

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux