Neb a lenno al linennoù da heul hag a lakaio evezh mat gant ar bugenoù-mañ, ra vo sellet outañ a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir (1) anezhañ hag e dud, o reiñ nerzh, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkoù, e di hag e oaled, e goadoù hag e bradoù, e stêr hag e stank !
— « Ganeoc’h, Job, emañ ar furnez an taol-mañ », a lavaras Lukaz.
An neb a ya re vuhan e deod en dro [en-dro], a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.
"D'al lagad na wel, karantez ne bad pell," a droc'h Adriani gant he furnezh voas.
Mots précédents
Mots suivants
fust