I.
1. Bronneg eus ar c'herentiad Leporidae damheñvel ouzh ur c'honikl, dezhañ pavioù diadreñv hir-mat a c'hall ganto redek buan ha lammat pell, e anv spesad Lepus capensis.
Tapout ar c'had war he ched.
&
Gad-venez : ar spesad Lepus timidus.
2. LOUZAWOUR.
Termen implijet da spizer en anvioù plant zo.
Triñchin-gad : unan eus an anvioù a lakaer war al louzaouenn he anv spesad Oxalis acetosella.
&
Bara-gad : anv unan eus al louzaouennoù niverus zo er genad Orobanchaceae.
&
Troad-gad, melchon-gad : louzaouenn he anv spesad Trifolium arvense.
II.
Dre skeud. (db. an dud)
1. Merc'hetaer.
2. Trl. skeud.
Tapout div c'had gant un tenn, gant an hevelep tenn : disoc'hañ da vat div wech war un dro.
&
Klask lazhañ div c'had gant an hevelep tenn : klask seveniñ div gefridi war un dro.
&
Redek evel ur c'had : redek buan-kenañ.
&
Bezañ gad diwar c'had : bezañ sot-tre.
&
Ruilhañ gwad gad en e wazhied : bezañ aonik.
&
Leuskel gedon da redek : lezel brudoù faos da vont e-touez an dud.
&
Ober ur c'honikl e-lec'h ur c'had : c'hwitañ war an taol kaer edod e soñj d'ober.
&
Tapet eo he gad dezhi : dougerez eo.
Référence :
GReg
pg gîte (le lieu où se couche le lievre, & où il retourne toûjours.)
leuskel gadon da redek
leusqeul gadon da redecq
1732
Référence :
GReg
pg habler (craquer)
leuskel gadon
leusqeul gadon
1732
Référence :
GReg
pg habler (craquer)
distagañ gedon
distaga guedon
1732
Référence :
GReg
pg debiter (de fausses nouvelles)
gadezed
gadesed
1732
Référence :
GReg
pg hase (femelle du liévre, ou du lapin, p.)
ar gedon a dle o buhez d'o buander
ar guedon a dle o buez d'o buander
1732
Référence :
GReg
pg agilité
ar gedon a zo o buhez e penn o zreid
ar gadon a so o buez ê peñ o zreid
1732
Référence :
GReg
pg agilité
laosket gadon
lausqet gadon
1732
Référence :
GReg
pg habler (craquer, pp.)
leuskel gedon da redek
leusqeul guedon da redecq
1732
Référence :
GReg
pg debiter (de fausses nouvelles), garder (En donner à garder.)
gadez
gadès
1732
Référence :
GReg
pg hase (femelle du liévre, ou du lapin)
gadon
1732
Référence :
GReg
pg hablerie (paroles pleines de vanité & de mensonges)
laosket levrini da redek war-lerc'h gadon ur re bennak
lausquet levriny da redecq var-lerc'h gadon ur re-bennac
1732
Référence :
GReg
pg habler (Empêcher quelqu'un de habler, pp.)
leuskel levrini da redek war-lerc'h gadon ur re bennak
leusqel levriny da redecq var-lerc'h gadon ur re-bennac
1732
Référence :
GReg
pg habler (Empêcher quelqu'un de habler.)
laosket gadon da redek
lausquet gadon da redecq
1732
Référence :
GReg
pg garder (En donner à garder, pp.), habler (craquer, pp.)
Un artizan-pleg, o vonet d'e zevezh, a arruas gantañ, hag evel ma oa c'hoazh "etre ki ha blei", pe "gad ha konikl", e kredas o welout an den gwenn-se, gwelout un den marv : m'en em lakeas eta d'her c'hroazañ ha d'en em groazañ e-unan.
Eunn artisan pleg, o vonet d'he zevez, a arruaz gant-han, hag evel ma oa c'hoaz "e tre ki ha blei", pe "gad ha konikl", e kredaz o welout ann den gwen-ze, gwelout eunn den maro : m'en em lekeaz eta d'her c'hroaza ha d'en em groaza he-unan.
1847
Référence :
FVR
p.123
gadez
1850
Référence :
GON.II
pg gadez
it da antellañ lindagoù, evit pakañ gedon
id da añtella lindagou, évid paka gédon
1850
Référence :
GON.II
pg añtella
kolen-gad
kolen-gâd
1850
Référence :
GON.II
pg kolen (levraut, petit lièvre).
kelin-gedon
kélin-gédon
1850
Référence :
GON.II
pg kolen (levraut, petit lièvre. Pl.)
Ret eo diaskornañ ar c'had.
Réd eo diaskourna ar c'hâd.
1850
Référence :
GON.II
pg diaskourna (Il faut désosser le lièvre).
gad
gâd
1850
Référence :
GON.II
pg gâd, gadez, gadik, gadona
gadon
1850
Référence :
GON.II
pg gâd
gedon
gédon
1850
Référence :
GON.II
pg gâd
ur c'had am eus paket
eur c'hâd am eûz paket
1850
Référence :
GON.II
pg gâd
leuskeul gedon da redek
leûskeûl gédon da rédek
1850
Référence :
GON.II
pg gâd
gadezed
1850
Référence :
GON.II
pg gadez
It da antellañ lindagoù evit pakañ gedon.
Id da añtella lindagou, évid paka gédon.
1850
Référence :
GON.II
pg añtella (allez tendre des piéges pour prendre des lièvres.)
— An dijentil neuze, / Kerkoulz hag an daou all, a raje skol ivez, / Diwar-benn lakaat war baper, koad pe vaen / Ur c'hi war-lerc'h div c'had, ne bakje lost unan.
— Ann dijentil neuze, / Kerkoulz hag ann daou all, a raje skol ive, / Diwar-benn lakaat war baper, koad pe vean / Eur c'hi war lerc'h diou c'had, ne bakche lost unan.
1867
Référence :
MGK
p81
Un dervezh zoken e lavaras d’an daou baour a laboure er memes park gantañ, en ur glevet an tennoù fuzuilh a denned pe war-lerc’h ar c’had pe war-lerc’h al louarn : — Daoust perak e teu an dud-se d’am direnkañ-me amañ ?
Eun dervez zoken e lavaraz d’an daou baour a laboure er memez park ganthan, en eur glevet an tennou fuzil a dennet pe varlerc’h ar c’had pe varlerc’h al louarn : — Daoust perag e teu an dud-se d’am direnka-me aman ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.54-55
Ar pezh a livirit a vezo graet, Aotrou de Kerbalaneg [sic], ha skouarn ar c’had ned eo bet james tanavoc’h eget na vezo va skouarn-me fenoz.
Ar pez a livirit a vezo great, Aoutrou de Kerbalanek, ha skouarn ar c’had ne d’eo bet jamez tanooc’h eget na vezo va skouarn-me fenoz.
1878
Référence :
EKG.II
p.114
Ne vije ket bet ret bezañ kement-se war evezh, rak ne voe klevet netra nemet chilpadenn skiltrus al louarn o redet war-lerc’h ar c’had pe al lapin, hag hopadenn kañvaouus ar gaouenn war-dro maner Kervengi.
Ne viche ket bet red beza kement-se var evez, rak ne oue klevet netra nemed chilpadenn skiltruz al louarn o reded varlerc’h ar c’had pe al lapin, hag houpadenn kanvaouuz ar gaouenn var dro maner Kermenguy
1878
Référence :
EKG.II
p.11-12
Evel chas chase pa santont tres ar c’had, ar soudarded a redas buan er waremm, a c’haloupas d’ar red d’ar penn all, a lammas a-lamm-plom war ar c’hleuz...
Evel chas chase pa zantont tres ar c’had, ar zoudarded a redaz buan er goarem, a c’haloupaz d’ar red d’ar penn-all, a lammaz a lamm-ploum var ar c’hleuz...
1878
Référence :
EKG.II
p.155
Ha soñj dit, mignon Tomaz, ar seier a vano ganimp, a vo mat, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en-giz ballino[ù] pa vez[z] rev en amzer ; hag un tamm plom en beg eur fiselenn a zo mat da dizhañ gedon.
Ha sonj d'it, mignon thomas, ar seier a vano gan-imp, a vo mad, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en giz ballino pa ve reo en amzer ; hag eun tamm plom en beg eur fiselen a zo mad da diza gedon.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
[...] ha, p’o dije c’hoant kerent pe berc’henn ar vugale da zibriñ gad pe c’honifl, penaos stignañ antell pe las er [girzhier] dre belec’h e tremene an anevaled gouez.
[...] ha, p’o dije c’hoant kerent pe berc’hen ar vugale da zibri gad pe c’honifl, penôs stigna antell pe las er c’hirjer [sic] dre belec’h e tremene an anevaled gouez.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
Ha du-hont, en koad Keraudren, a-is an torrod, a zo gedon ha konifled, pezh a garer.
Ha du-hont, en koad Keraudren, a-is an torrod, a zo gedon ha konifled, pez a garer.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.976 (Even 1924)
gad-veur Patagonia
1931
Référence :
VALL
pg agouti
gedon-veur Patagonia
1931
Référence :
VALL
pg agouti
Ur c’had a lammas er waremm hag, e tri pe bevar lamm he doa gounezet an tu all, an tan, ha neket ar plom, en he fenn a-dreñv.
1944
Référence :
ATST
p.78
Evit lavarout gwir, e oan o redek div c'had asambles. War unan e rankfen c'hwitañ.
Evit lavarout gwir, e oan o redek diou c'had asamblez. War unan e rankfen c'houita.
1944
Référence :
EURW.1
p.87
Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.
1944
Référence :
ATST
p.9
An aotrou Brunner avat a rede noz-deiz dre ar skol, evel ur chaseour war-lerc'h ar c'had, o klask tapout unan bennak e fazi.
An Aotrou Brunner avat a rede noz-deiz dre ar Skol, evel eur chaseour war-lerc'h ar c'had, o klask tapout unan bennak e fazi.
1944
Référence :
EURW.1
p50
Te ar vrava eus ar gedon, / A zo deomp-ni gwir c'haredon. (Te ar vravañ eus ar gedon, / A zo deomp-ni gwir c'haredon.)
1960
Référence :
PETO
p72
Ganeomp hor bevañs, c'hwi ' oar mat, / ' Vez don e skouarn hir ar c'had / Ha klask he zapañ ne dalv din : / Er vered yen emberr e vin.
Ganeomp hor bevañs, c'houi ' oar mat, / ' Vez don e skouarn hir ar c'had / Ha klask he zapa ne dalv din : / Er vered yen emberr e vin.
1960
Référence :
PETO
p65
Roet hon eus avel d'ar c'had met ne soñj ket din e rofemp avel d'un eil, ken e lakaan fin d'an atersadur.