dal
dalout
Dalit
dalot
— « Ya ! klevout a ran emaoc’h adarre o klask chikanañ, ha n’eo ket Katell, nemet Keben eo hoc’h anv. Mat ! ganin-me an neb a glask a gav. Dal !… »
— « Lakait din ur bara a bemp lur. » Ha dav ["dao"] ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez. — « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? » — « Unan a zek. » — « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. » — « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »
« Dal! paotrig, daou wenneg nevez-flamm. »
Ul lizher tener-gliz[h] !... Peogwir out barrekoc'h war ar meizañ eget war an ober, an dra-mañ ne zisplijo ket dit. Del ! Kemer !
- Sinadurezh da ene... Te a zo glein da ene e-giz dour-sav ar menez... Del ! kemer ar vleunienn-mañ e koun !
Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.