Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. Doare-gourc'hemenn berraet ar verb delc'her en eil gour unan pe lies a reer gantañ evit pediñ ub. da gemer udb., evit kinnig an dra-se dezhañ. Dal dit ma c'hleze ha ma armoù. Dal amañ ar pezh zo dit. Gant da vreur e oa ur bizoù burzhudus ; setu eñ amañ : dal ! Dal ! Dalit un tamm gwerzh-butun ! & Dre ast. Pakañ. Dal un taol gant ma goaf ! DHS. sed, setu.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

dal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tiens

Dal paotr !

1732
Daveenn : GReg pg gobe (attrape, tiens)

Dal !

1732
Daveenn : GReg pg gobe (attrape, tiens)

Dal

1850
Daveenn : GON.II pg dalout (Tiens, prends).

Dalit

1850
Daveenn : GON.II pg dalout (Tenez, prenez).

dalout

1850
Daveenn : GON.II pg dalout (verbe très-irrégulier, peu usité, excepté à l'impératif. Tenir. Prendre. Recevoir).

Del unan ! zo gwelloc'h eget daou az pezo : / Ar c'hentañ a zo dit ; an eil, peur e vezo ?

1867
Daveenn : MGK p41

'Dal ma tavas, al laboused, skuizh-marv holl ouzh he c'hlevet, en em lakaas da fistilhañ, evel gwechall tud kêr Droja, pa deue Kasañdr d'o aliañ. Ganto, gant ar re-mañ siwazh ! Hevelep tro a c'hoarvezas. Nouspet labous a voe paket, lod kaouedet, lod all krouget.

1867
Daveenn : MGK p16

Del, setu amañ da lodenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.78

dalout

1909
Daveenn : BROU p221

dalot

1909
Daveenn : BROU p221 (tenez)

— Mat ar per, paotr ! Mat ar spezard ! Mat ar c’hastrilhez ! — Ro deomp pep a hini, Jojo ! eme Bilzig. — Taol dezho pep a hini, a grias Olier da Jojo, pep a hini ! — Dal ! Ha Jojo a stlapas ur vozad da Vilzig. Roet a zo bet dezho ivez un toullad spezard, ha da Vadalen ur c’hodellad kastrilhez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Dal ! paotr, eme an aotrou. Hag en deus kinniget dezhañ ur pezh a zaou skoed. — Kemer, paotr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.130

Delit, setu amañ deoc'h ar c'heloù-dre-orjal. Warnañ eo meneget ganin ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h da ober gant penn ho kenstrollad, ar c'habiten Lamgati.

1929
Daveenn : SVBV p7

— « Lakait din ur bara a bemp lur. » Ha dav ["dao"] ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez. — « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? » — « Unan a zek. » — « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. » — « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »

1944
Daveenn : ATST p.87

« Dal! paotrig, daou wenneg nevez-flamm. »

1944
Daveenn : ATST p.96

— « Ya ! klevout a ran emaoc’h adarre o klask chikanañ, ha n’eo ket Katell, nemet Keben eo hoc’h anv. Mat ! ganin-me an neb a glask a gav. Dal !… »

1944
Daveenn : ATST p.87

« Dal, a lavaras an Aotrou Kont da Yann Gouer, sell aze ugent, tregont devezh-arat a roan dit d'ober war o zro. »

1944
Daveenn : EURW.1 p8-9

Ul lizher tener-gliz[h] !... Peogwir out barrekoc'h war ar meizañ eget war an ober, an dra-mañ ne zisplijo ket dit. Del ! Kemer !

1949
Daveenn : SIZH P.51

- Sinadurezh da ene... Te a zo glein da ene e-giz dour-sav ar menez... Del ! kemer ar vleunienn-mañ e koun !

1949
Daveenn : SIZH p.50

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial