Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. A. (db. al loened) 1. (db. ar c'hezeg) Mont d'ar c'haloup. Trouz ar c'hezeg o c'haloupat. 2. Dre ast. (db. kezeg ha loened all) Mont kuit eus al lec'h ma ranker chom. Aet eo ma saout da c'haloupat. B. (db. an dud) 1. Mont tu-mañ, tu-hont evit pourmen, klask udb., h.a. Ne oant ket troet d'al labour ; ne c'houlennent nemet galoupat, laerezh hag ober brezel. Pa ne veze ket o mamm er gêr e veze gwelet ar vugale o c'haloupat war an aod. DHS. kantren. 2. Redek. Galoupat a blij dezhañ. II. V.k.e. 1. Ergerzhet. Bezañ galoupet ar mor hag an douar. DHS. foetañ, regiñ. & Galoupat bro : redek bro. HS. foetañ, redek. 2. Redek war-lerc'h ub. Galoupat ul laer. & Dre fent Klask mont e darempred gant ub. 3. Daremprediñ. Ar c'homzoù-se n'a doa ket harzet ac'hanon da c'haloupat ar pardonioù. 4. Dibunañ (ur pennad-komz bnk.) a-dizh. Ne reer nemet drailhañ ar pedennoù pe o galoupat.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

galoupet

1732
Référence : GReg pg galoper (pp.)

galoupet

1732
Référence : GReg pg galoper (pp.)

Galoupet kaer hon eus.

1732
Référence : GReg pg galoper (Nous avons bien galopez.)

galoupat

1732
Référence : GReg pg galoper

galoupat

1732
Référence : GReg pg galoper

galoupet

1850
Référence : GON.II.HV pg galoupa

galoupat

1850
Référence : GON.II.HV pg galoupa

Bemdez e kase e ganfarded, dioc’h ar mintin, da c’haloupat ar vro, da glask keleier, da c’houzout ha n’oa ket bet, e-pad an noz, ur beleg bennak o redek dre ar vro, ha da dennañ digant ar vugale, n’o doa ket a fallagriezh, kement a ouient diwar-benn o zud ha diwar-benn kement hini a yae hag a deue dre o zi.

1877
Référence : EKG.I. p.87

Ker buan an archerien, an eil war-lerc’h egile, evel chas chase o vont dre un ode vaen hanter distank, a ziskennas dre ar skalier-se er jardin hag a c’haloupas a-dreuz hag a-hed evit klask o eskob kollet.

1877
Référence : EKG.I. p.15

Soudarded ar Republik a c’haloupe eus an eil penn d’egile d’an ti, sonn o fenn ha rok an tamm anezho, rak n’oa den ebet ken da enebiñ outo.

1877
Référence : EKG.I. p.40

Hag en gwirione, re alies, pa ne [veze] ket o mamm er gêr, e weled anezho o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an aod, gleb-dour-teil, pe o ruzañ o botoù, leun a frigas hag a fank war an heñchoù.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Ha kaer he deus bet Izabel dizaliañ anezhañ, adstignañ a raio lasoù en girzhier Koad-Keraudren. Gwazh a se da c’honifled an Aotrou !… Ha mar gallfe gwaskañ Gargam !… Stignañ a eure e lasoù en koadoù hag el lanneier an Aotrou… Ha Gargam a c’haloupe war-lerc’h ar paotr.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1068 (Gwengolo 1924)

Pep hini a yae noazh evel ur preñv da c'haloupat war al leton ha da ziskrapañ en dour.

1944
Référence : EURW.1 p25

« A-walc’h ac’h eus galoupet, ha poent eo dit chom pozet da brientiñ da vuhez da zont. Skrivañ er c’hazetennoù, kanañ kanaouennoù, ober sarmonioù d’ar bobl, ne zigasas biskoazh dour da vilin den. »

1944
Référence : EURW.1 p.208-209

« Dreist-holl », eme Job, « n’ac’h eus ket lavaret er gêr omp bet en noz-mañ o c’haloupat ar c’harter ? »

1944
Référence : ATST p.72

A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.

1944
Référence : EURW.1 p17

Hiniennoù all, chomet krennarded, a c'hoarie en em hegal hag a c'haloupe ken a ouient, troñset ganto o saeoù gwenn betek o daoulin.

1949
Référence : SIZH p.43

Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus. Galloupat [sic, galoupat] a ra a-dreuz e izili ur gridienn c'hrizias, leun a zudi.

1949
Référence : SIZH p.52

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux