Pellgargañ ar gerioù kar dic'haloupat galoupadenn galouper galouper-bro
galoupet
galoupat
galoupet
Bemdez e kase e ganfarded, dioc’h ar mintin, da c’haloupat ar vro, da glask keleier, da c’houzout ha n’oa ket bet, e-pad an noz, ur beleg bennak o redek dre ar vro, ha da dennañ digant ar vugale, n’o doa ket a fallagriezh, kement a ouient diwar-benn o zud ha diwar-benn kement hini a yae hag a deue dre o zi.
« Dreist-holl », eme Job, « n’ac’h eus ket lavaret er gêr omp bet en noz-mañ o c’haloupat ar c’harter ? »
A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.
Hiniennoù all, chomet krennarded, a c'hoarie en em hegal hag a c'haloupe ken a ouient, troñset ganto o saeoù gwenn betek o daoulin.
Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus. Galloupat [sic, galoupat] a ra a-dreuz e izili ur gridienn c'hrizias, leun a zudi.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
galouper