Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. ar c'hezeg) Herrekañ kerzh ar c'hezeg ha loened all kar dezho. Galoup ar c'hezeg o tregerniñ war an hent. & Mont d'ar c'haloupig, d'ar c'haloup, d'ar c'haloup ruz : tri derez tizh ar c'haloup. 2. (db. an dud) Kerzhed buan. Goude un tamm galoup e chomjont a-sav. & D'ar c'haloup : buan-tre. Deuit d'ar c'haloup. Disklêriañ a reomp hor pec'hedoù d'ar c'haloup. Breinañ d'ar c'haloup. HS. daoulamm, pevarlamm.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

galoup

1732
Daveenn : GReg pg galop

galoup

1732
Daveenn : GReg pg galop

monet d'ar galoup

1732
Daveenn : GReg pg galop (Aller le grand galop.)

galoup

1850
Daveenn : GON.II.HV pg galoup

C'hwi, avat, « hermano Arturo », it d'ar c'halloup [sic, d'ar c'haloup] da gavout ho Tad-Rener !...

1949
Daveenn : SIZH p.62

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial