1. Neb a c'haloup, zo gourdon da c'haloupat.
Ur galouper mat.
2. Dre zismeg
Den, hep ti nag aoz, a red bro dibaouez, hep pal resis.
Me am eus hogozik aon rak ar galouper-se. Ned eo nemet ur galouper.
DHS. foeter-bro, kantreer, reder, reder-bro.
3. Den a ya du-mañ ha du-hont, hep pal resis, evit en em ziduiñ, c'hoari.
Ha kuit ma zri galouper penn-da-benn an erin.
&
Galouper noz : den a vez o riboulat diwezhat diouzh an noz.
[1877] Ar memes tra a glevfet gant ar galouperien noz a weler o redek an hentoù, lod evit ober fallagriezh, lod all evit laerezh madoù an nesañ.
&
Galouper poulloù : den a vez o riboulat.
Ur mezvier, ur galouper poulloù a c'hallo prenañ mouezhioù gant banneoù.
DHS. kantreer, reder.
4. Dre skeud.
Den a blij dezhañ redek ar merc'hed, ar baotred.
Galouper merc'hed. Honnezh zo ur c'halouperez.
&
(impl. da stn.)
A c'haloup.
Gwreg loudourenn, ozac'h galouper.
HS. reder.