Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Sevel ha delc'her (udb.) gant an dorn pe an daouarn a-benn bezañ gouest da lavaret peseurt pouez zo dezhañ dre vras. Dibouezañ a rae ar sac'h-skol. 2. Dre skeud. (db. an traoù fetis) Pouezañ talvoudegezh (udb.). Dibouezañ un ene e balañs justis Doue. 3. Dre ast. Delc'her (udb.) gant an dorn en ur lakaat ar vrec'h pe an dorn da fiñval un tammig. Me a ziboueze ar pezhioù-mañ ur wech ar mare. & A-wechoù Dibradañ. Gouest e oa da zibouezañ ur c'harr goullo diwar an douar. B. (en ur bomm m'eo bet implijet ar verb pouezañ en e raok) Pouezañ en-dro. Ober a rin ma soñj pa'm bo pouezet ha dibouezet e alioù. II. V.g. Diskuizhañ un tammig. Me a lakafe a-walc'h ma c'horf da zibouezañ.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

diboueziñ

1732
Référence : GReg pg decharger (diminuer la charge, ôter la charge, le fardeau, retrancher ce qui incommode)

dibouezañ

1909
Référence : BROU p. 411 (soupeser)

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Référence : SIZH p.42

An noter a dapas en e zorn ar benveg rust, ha ponner-mat, hag en dibouezas.

2012
Référence : DJHMH p.68

Pouezañ ha dibouezañ em boa graet un devezh penn-da-benn betek ma'm boa soñjet: "Agapios, ha ne dalvez ket da vuhezig 300.000 euro?" Reoù all a zo a vez lakaet da baeañ ur milion pe ouzhpenn goude bezañ bet skrapet. Me, en em dennañ a ran dizroug a-walc'h gant tri c'hant mil." Displedoni ar binvidigezh c'hresian nevez, a lavaran ennon-me.

2015
Référence : EHPEA p174

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux