Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Tamm glaou. 2. Trl. kv. Ruziañ evel ur c'hlaouenn dan : ruziañ kalz. & [1954] [...] santout a ran war va jod c’hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c’hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti [...]. 3. Trl. skeud. Skeiñ ur c'hlaouenn en e galon : bezañ fromet-kenañ. Bep tro ma klev ar c'homzoù-se e sko ur c'hlaouenn en he c'halon. & Bezañ gant ur c'hlaouenn ruz war e galon, santout ur c'hlaouenn ruz en e galon : bezañ glac'haret-bras.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

glaouenn

1499
Référence : LVBCA p83 (charbon)

glaouenn

1659
Référence : LDJM.1 pg antrax

glaouennoù

1659
Référence : LDJM.1 pg antrax

glaouennoù

1732
Référence : GReg pg (certains) charbon(s)

glaouenn

1732
Référence : GReg pg charbon

glaouenn

1732
Référence : GReg pg charbon

glaouenn

1850
Référence : GON.II pg glaou (un charbon).

glaouennoù

1850
Référence : GON.II pg glaou (un charbon. Pl.)

An alc'houeder a ra e neizh / War-dro miz Mae e-touez an ed, / Er mare-se al laboused, / Ha kement a zo bev, tommet gant heol an deiz, / A verv en o c'halon glaouenn ar garantez, / Zo c'hwezhet gant mestr ar vuhez.

1867
Référence : MGK p51

Gant e wask e tapas ur c’hlaouenn-dan, ha tan war e c’horn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

glaouenn

1931
Référence : VALL pg (un morceau d')anthracite

Lakaat a reas Palmira he dorn war vrec'h kleiz he divizour. Ur c'hlaouenn vev. Trumm, e krogas an tan-gwall e gwazhied ar paotr.

1949
Référence : SIZH p.59

Daoust da se, strivañ a ra da stardañ he divrec’h e-dro [sic, en-dro]d’he mabig ; santout a ran war va jod c’hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c’hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti, ha c’hoant, ya, c’hoant bras he deus da lavarout un dra bennak, met allas, n’eo ket evit distagañ ur ger…

1954
Référence : VAZA p.45

Deoc'h-c'hwi holl 'vin amañ feal / Hep ma ve ganin-me keal / D'ho kuitaat na d'ho tilezel / Daoust d'an arnev ha d'ar brezel. / Eus ho feiz e vin ar c'hlaouenn / Tra ma paro he sklêrijenn / E strad don ho teñvalijenn.

1960
Référence : PETO p25-26

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux