Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1867] Takennoùigoù a zeu diwar stankadur aezhenn dour an aer war-c'horre traoù yen er-maez, da noz pe da darzh-an-deiz dh. Ar glizh a luc'h gant an heol. Ul lommig glizh. Kalz a c'hlizh a gouezh bep beure. N'eo ket savet ar glizh c'hoazh : n'eo ket troet da aezhenn c'hoazh. & Trl. Glizh-mintin, glizh-noz. & Troc'hañ melchon war ar glizh : a-raok d'ar glizh bezañ savet diwarno. & Trl. skeud. Lizher-glizh : lizher karantez. 2. Dre ast. [1909, 1931] Glav, stank pe stankoc'h, a gouezh a dakennoùigoù tanav. Graet ez eus ur banne glizh. [1909] Glizh bras a ra. HS. ailhenn, lugachenn. 3. Dre ast., ROUEZ. Gwiskad tanav-tanav a c'hlebor a zeu diwar stankadur aezhenn dour an aer. Glizh zo war ar werenn. HS. aezhenn.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

glizh

1499
Référence : LVBCA p84 (rousee)

glizh

1659
Référence : LDJM.1 pg rosée

glav, pe c'hlizh atav

1732
Référence : GReg pg (s'il n'y pleut, il) degoute (phrase proverbiale)

kalz a c'hliz a gouezh bep beure

1850
Référence : GON.II pg glîz

glizh

1850
Référence : GON.II pg glîz, gluîc'h

glizh

1850
Référence : GON.II pg glouec'h, gluec'h

glizh

1850
Référence : GON.II pg glouec'h, gluec'h

glizh

1850
Référence : GON.II pg glîc'h, glîz

glizh

1850
Référence : GON.II pg glîc'h, glîz, gluîc'h

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"; o vezañ traoù a-walc'h un tammig bleuñv, ul lommig glizh, d'he lakaat drev ha da ganañ

1867
Référence : MGK Rakskrid XIII

« Ha ma vez glizh amañ, pa deu skorn el lec'h all ? / D'am douaroù-me neuze ne ve ket un dra fall. »

1867
Référence : MGK p89

glizh ras a ra

1909
Référence : BROU p. 243 (pluie fine)

Bep noz, keit ha ma par ar stered, e koroll doueezed an derv hag an tilh, bleunioù ganto dasplezhet en o blev melen-aour, ha, diouzh ar beure, pa gouezh ar glizh war geot ha touskan ar frankizennoù, e van a-sav an hemolc’her azaouezus ouzh ar c’helc’hiennoù diwar-lerc’h ar c’horoll-tro anezho.

1923
Référence : SKET p.48

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laezh he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibellañ a eure er glizh, — Hag he sec’hañ en aezhenn-veure. — He gwaskediñ a eure dindan skourroù an dervenn ; — Ur c’havell a reas dezhi e gwask gwrizioù an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marblev evned ar c’hoad. »

1923
Référence : SKET p.21

glizh

1931
Référence : VALL pg brouillard (épais, pluie fine)

Setu ma kroger gant ur pennad hent war droad, ur gwiskad glizh a zo, ken na ziver ar gwez el lec'hioù digor a zo tost d'ar geriadenn [gêriadenn].

1985
Référence : DGBD p36

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux