Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"; o vezañ traoù a-walc'h un tammig bleuñv, ul lommig glizh, d'he lakaat drev ha da ganañ
« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laezh he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibellañ a eure er glizh, — Hag he sec’hañ en aezhenn-veure. — He gwaskediñ a eure dindan skourroù an dervenn ; — Ur c’havell a reas dezhi e gwask gwrizioù an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marblev evned ar c’hoad. »
Setu ma kroger gant ur pennad hent war droad, ur gwiskad glizh a zo, ken na ziver ar gwez el lec'hioù digor a zo tost d'ar geriadenn [gêriadenn].
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
glizh