Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Danvez tennet eus kreoñ loened zo, evel an deñved, ar givri, ar c'hañvaled, h.a. Dilhad gloan. Loeroù gloan. Ur stammenn c'hloan. • Ur bellenn c'hloan, ur gudenn c'hloan : gloan prientet a rolladoù, prest da vezañ implijet evit ober stamm. • Nezañ gloan. & (impl. gant un dalvoudegezh lies) Gloan aes, na zispennont ket. DHS. stamm. 2. Dre ast. Kreoñ. Deñved bihan, gloan berr warno. An tousañ ma vez troc'het ar gloan eo ar gwellañ. 3. Dre heveleb. Gloan-gwer : gwer e stumm neudennoù fuilhet implijet da zifuiñ an tiez. II. G. A. (ls. -où) Seurt gloan. Er stal-se ez eus gloanoù brav. B. (ls. -eier) 1. Gloaneier : seurtoù gloan. 2. Dilhad gloan. Ur stal gloaneier. Ar preñved a zebr ar gloaneier. III. Doar. Graet gant gloan. E c'houriz a oa gloan.

Exemples historiques : 
48
Masquer la liste des exemples

gloan

1499
Référence : LVBCA p84 (laine)

torchad gloan

1659
Référence : LDJM.1 pg houpe (de laine)

pezh gloan

1659
Référence : LDJM.1 pg flocon (de laine)

torchad gloan

1659
Référence : LDJM.1 pg lopin (de laine)

gloan

1659
Référence : LDJM.1 pg laine

toupennadoù gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine, Van., p.)

gloan enkardet

1732
Référence : GReg pg carder (laine cardée)

gloan

1732
Référence : GReg pg étaim (laine à carder, & à filer)

steuñvenn gloan

1732
Référence : GReg pg étaim (les filets de laine étendus de long sur le métier pour faire l'étoffe)

neud gloan

1732
Référence : GReg pg fil (Fil de laine)

torchad gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine.)

torchadoù gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine, p.)

pezh gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine.)

pezhioù gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine, p.)

torchenn gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine, Van.)

torchennoù gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine, Van., p.)

gronnad gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine, Van.)

gronnadoù gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine, Van., p.)

toupennad gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine, Van.)

torchadig gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Petit floccon de laine.)

torchadoùigoù gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Petit floccon de laine., p)

hupig gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Petit floccon de laine.)

hupoùigoù gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Petit floccon de laine, p.)

hupennig gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Floccon de laine.)

hupennoùigoù gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Petit floccon de laine, p.)

pezhig gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Petit floccon de neige)

pezhioùigoù gloan

1732
Référence : GReg pg floccon (Petit floccon de neige, p.)

Lakait gloan war ganell-mañ.

1850
Référence : GON.II pg kanel (Mettez de la laine sur cette bobine).

roit ur veniad c'hloan din

1850
Référence : GON.II pg béniad

Ret eo prenañ ur bloue neud gloan.

1850
Référence : GON.II pg bloué (Il faut acheter un peloton de laine).

na fuilhit ket va c'hloan

1850
Référence : GON.II pg fula

gloan

1850
Référence : GON.II pg gloan

kalz a c'hloan a ro an deñved-se

1850
Référence : GON.II pg gloan

c'hloan

1850
Référence : GON.II.HV pg sac'h (-gloan)

It da brenañ div gudenn neud gloan din.

1850
Référence : GON.II pg kuden (Allez m'acheter deux échevaux de fil de laine).

gloan

1909
Référence : BROU p. 243 (laine)

O terc’hel etre e zaouarn-doue ar maout-tourc’h troellennek e gernioù, mab illur Kênos (1) a ziskouezas d’an dud penaos e vez touzet ar c’hreoñad gloan ha penaos gant an neud diouzh ar gloan e vez graet mezher.

1923
Référence : SKET p.58-59

Pa veze brav an amzer, e-pad an hañv, ar besketaerien aet d’an aod, ar merc’hed ’ta bodennet, en o fluch en-dro d’ar wezenn, a deue, o stamm gante en o daouarn, pe o beskenn war o biz, un noade gwriat c’hloan entre o biz-meud hag o biz-yod, daou ha tri re leroù war o brec’h da zresañ, — da glevet an neventioù ; darn anezhe, klufaned ar re-mañ, a deue eno da welet, da selaou, ha dreist-holl, lañchennet mat, da gemer perzh er ragach.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Brigia (2), merc’h da Vissurix, a wias evit ar bugel ur vanegig a oa graet holl a vailhoù arc’hant, ha hi ker gwevn hag ur vaneg c’hloan. Da waregañ e wiske ar bugel ar vaneg-se (3).

1924
Référence : SKET.II p.19

Enkardiñ, nezañ, ober stamm a ouie ; ar vugale o devo loereier, kamizolennoù, kalabousennoù gloan tomm.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Darn a rae stamm, ar re-mañ a chome e-kichen ar goulou-lutig, en-dro d’an oaled, gant ar wazed kozh hag ar baotred yaouank ; darn all a neze gloan pe lin, pe ganab ; hag ar re all, en traoñ an ti, o kribinañ, oc’h enkardiñ, o vraeat pe o paluc’hat.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

Tennet a zo [sic] ur c’holc’hed hag un tapis gloan eus e wele.

1925
Référence : BILZ2 p.168

Hag eñ o tispakañ ur mouchouer gloan da Izabel, ur gorfenn mezher da Vad[a]len, ur oueledenn da Gatellig, ur botoù goloet hag un tok da Yannig.

1925
Référence : BILZ2 p.176

dibouboù gloan

1931
Référence : VALL pg bourre

Mont a ran da douch div liñsel, ur plueg, hag ur pallenn gloan.

1944
Référence : EURW.1 p.192

Mont a rejomp d'e welout, hag ober a reas dimp un digemer tomm : — « Setu aze », emezañ, « ar sal-c'hoarioù, setu aman pallennoù gloan : n'ho pezo nemet dont da gousket aze p'ho pezo graet ho troioù... »

1944
Référence : EURW.1 p74

Pa sellan ouzh an termometr a zo eno a-ispilh ouzh ur peul, e welan anezhañ, gwir eo, o verkañ 23 pe 25°C; e-pad an noz e rankan avat kousket gant ur pallenn gloan tev warnon, hag ur pallenn all ouzhpenn war va zreid.

1985
Référence : DGBD p33

Teir anezhe a zo gwisket gant jiletennoù gloan du rak glavenniñ a ra er-maez ha yen eo an amzer.

2015
Référence : EHPEA p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux