Santad a fiziañs e sevenidigezh ar pezh a greder, a c'hoantaer.
Goanag bras en deus e teuy a-benn d'e gavout. Diwanañ a rae goanag adarre en e benn. Ar goanag dall.
&
(impl. da anv. unan)
[1985] Doare goanag.
Ur goanag espar.
[1985] Goanagoù ur vuhez nevez.
HS. esper, spi.
Goanag am boa, an dra-se a zo gwir, d'adgwelout-hi ha d'adgwelout ivez va c'hloc'hdi uhel, kinviek ha dantelezek, ha d'adklevout mouezhioù lirzhin ar c'hleier benniget a sonas da lidañ va badiziant ha va fask kentañ.
Goanag am boa, an dra-ze a zo gwir, d'adgwelout-hi ha d'adgwelout ivez va c'hloc'hdi uhel, kinviek ha dantelezek, ha d'adklevout moueziou lirzin ar c'hleier benniget a sonas da lida va badiziant ha va fask kenta.
1929
Référence :
SVBV
p.13
Ma fennadoù diwar-benn ar 'Chouannerie', a estlammen neuze outi, a dalvezas din gourc'hemennoù ur bern tudjentil miret ganto en o c'halon goanag ur burzhud bennak a zieubfe Breizh eus yev ar Republik.
Ma fennadou diwar benn ar 'Chouannerie', a estlammen neuze outi, a dalvezas d'in gourc'hemennou eur bern tudjentil miret ganto en o c'halon goanag eur burzud bennak a zieubfe Breiz eus yeo ar Republik.
1944
Référence :
EURW.1
p64
[H]or c'halonoù a skoe kevret taol ha taol, hag an hevelep goanag o lakae da dridal.
[H]or c'halonou a skoe kevred taol ha taol, hag an hevelep goanag o lakae da dridal.
1944
Référence :
EURW.1
p.154
Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.