Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Santad a fiziañs e sevenidigezh ar pezh a greder, a c'hoantaer. Goanag bras en deus e teuy a-benn d'e gavout. Diwanañ a rae goanag adarre en e benn. Ar goanag dall. & (impl. da anv. unan) [1985] Doare goanag. Ur goanag espar. [1985] Goanagoù ur vuhez nevez. HS. esper, spi.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

goanag

1499
Daveenn : LVBCA p84 (esperance)

goanag

1732
Daveenn : GReg pg esperance (äls.)

Goanag am boa, an dra-se a zo gwir, d'adgwelout-hi ha d'adgwelout ivez va c'hloc'hdi uhel, kinviek ha dantelezek, ha d'adklevout mouezhioù lirzhin ar c'hleier benniget a sonas da lidañ va badiziant ha va fask kentañ.

1929
Daveenn : SVBV p.13

Ma fennadoù diwar-benn ar 'Chouannerie', a estlammen neuze outi, a dalvezas din gourc'hemennoù ur bern tudjentil miret ganto en o c'halon goanag ur burzhud bennak a zieubfe Breizh eus yev ar Republik.

1944
Daveenn : EURW.1 p64

[H]or c'halonoù a skoe kevret taol ha taol, hag an hevelep goanag o lakae da dridal.

1944
Daveenn : EURW.1 p.154

Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.

1985
Daveenn : DGBD p9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial