Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed. En em hejañ a ra, stampañ e zivesker, ditirinat e ourouler, p'en em gav war al lec'h skarzherien godelloù, goullo ganto o yalc'h, digor o c'hrabanoù, evit skrabat el lec'h ma'z eus.
Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.
Job a furchas e godell an davañjer en istribilh ouzh tal ar gwele, mes ne gavas alc’houez ebet.
An eil diaoul. — « Toull e veze lezet e valetenn, ha toull e c’hodelloù gant aon en dije kemeret ur gwenneg eus an armel. »
Job a lakaas e zorn e godell gleiz e chupenn hag a dennas diouti ur bilhed a hanter-kant lur.
Da c'holo ar c'horf-bras, e-pad al labour ar pezh dilhad aesañ a oa ur seurt vareuzenn lien gant peder godell ha mañchoù berr evel ma touge ar soudarded saoz er broioù tomm, aes-tre e oant o vezañ ma oa tu da dennañ kuit ar boutonoù pa veze c'hoant d'o c'hannañ.
Divrec'h ar reuzied a zo a bep tu d'e gorf bremañ ha Vlasopoulos, goude bezañ dibrennet e chupenn, a zo o furchal e c'hodelloù.
[...] arabat d'ar stourmerien dont d'un obererezh gant dramm, pe armoù -memes binvioù ha n'int ket graet evit bezañ implijet evel armoù : bizhier koad, kontilli godell, sizailhoù bechek...-
Er c'hodell dindan en tu dehou e kav e zoug-paperioù hag e ro anezhañ din. "Ar godilli all zo goullo."
Mots précédents
Mots suivants
godellad