golc'hed pell
golc'hed
golc'hed
Pouezañ a reas war ar pennwele, kement ha ma c’hellas, evit pladañ he skouarn, ha, war he skouarn all, e sachas ar c’holc’hed, gant aon da glevout trouz.
Lagad ebet ne serren em gwele, rak n’eo ket war ur c’holc’hed plu e veze ledet va c’horf, war ur c’houziadenn drez ne lavaran ket, ha treiñ-distreiñ a raen warni a-hed an noz, ha soñjal ’ta, soñjal, ken na groge ar c’hegi da ganañ pe an Anjelus [Añjeluz] da dintal [...].
Souchet el lec’h ma tlee azezañ, morgousket ar peurliesañ gant ar rañjennoù en e graban met kuit a skourjez, hag eñ paket en ur pikol pezh flotantenn ken tev hag ur c’holc’hed, ha war gokenn e benn un tog blevek gant ur regennad blu paun peget outañ.
Ha me en tren, braket war voulouzenn ur c’harr eil klas, ken bouk hag ur c’holc’hed varbluñv dindan va zammig penn a-dreñv, em aes [sic, aez] d’an diwezh evit ar wech kentañ abaoe va c’himiad diouzh Paris [Pariz].
Kousket a reomp war hor golc'hedoù astennet war strad ar vag ; dindan an oabl steredennet, rak n'eus goudor ebet er vag-mañ, ha ne vez ket ezhomm kennebeut d'ar mare-bloaz-mañ.
Mots précédents
Mots suivants
golc'hedenn