Télécharger les mots parents arc'hopr goprañ gopret goprsoudard rannc'hopr
gopr
gopr
ober gopr
ober e c'hopr
gopr
Ne oa ket uhel hor gopr deskard - pemp skoed er miz - met hor skodenn evit ar geusteurenn e oa ken izel all peogwir e rankemp diyalc'hañ c'hwezek real nemetken.
An dro-mañ ’vat, e savas eor hol listri an deiz end-eeun m’edo ar strollad en gortoz da bakañ gopr hag arc’hobr [sic, arc’hopr].
Hag e-keit m’edo an Impalaer ken tost din, o verat dibaouez ha marteze hep gouzout dezhañ ur boned kreoñ gwenn astrakan war e varlenn, e vijen bet manet gant va genou digor[-]bras mar bije deut un tenner planedennoù da guzulikat e pleg va skouarn « Sell ouzh hennezh, va faotr, ha sell ervat, rak e gopr e vi gantañ kent na vo pell, ha touiñ a ri war le da vezañ leal da viken en e geñver ».
Derc’hel a rae Soaz Sapeur da vont war goshaat, ha n’ae ket gwelloc’h an traoù ganti ; a-wechoù zoken e ranke malañ munut-munut he bleud, ha ne oan ket pinvidikoc’h egeti, rak n’eo ket gant va gopr soner am bije graet godell.
Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».
Er mare-se e fellas d’Emil Combes difenn ouzh beleien Breizh-Izel na rafent en iliz gant hon yezh ; anez-se lemet e vefe diganto ar gopr dister a roe dezho ar gouarnamant.
Goude 1968 e oa bet krouet un aridennad implijoù sternidi a-renk etre gant goproù izel pe mat a-walc'h met un "dalvoudegezh" ouzhpenn dezhe.
Goude e jedan ar c'hresk a vo war ma gopr hag ez a ar vurevveliezh diwar ma spered. D'ar bihanañ e vin digollet eus ar c'hrennañ a zo bet graet warnañ warlene.
Mots précédents
Mots suivants
gopr-