Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom ; ha mard eo gwe livenn e gein e pako c'hoazh silzig d'e lein. Evit ar re a zo tud vat, tud kalonek da labourat, tud hag a dalv e vent meulet ha mui c'hoazh e vent gopret, ar re-se paour, paour a vevo, ha, paour gant an naon a varvo ma ne skrampont, evel aered. Skrampat, neb a garo skrampat !
Diwar penn kentañ miz genver e voen eta gopret er Skol-Veur, ar c'hentañ labour da reiñ din un tammig gounid diwar va studioù.
Lavarout a rae, e berr gomzoù, e oa arabat d'an Dr Jekyll, e vadoberour a oa bet gopret ken fall e vadelezhioù diniver, e oa arabat dezhañ en em chalañ ken evit ar skriver, p'en doa hemañ araezioù tec'hout ma fizie penn-da-benn warno.
Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...
Mots précédents
Mots suivants
gopr-gwerzhañ