Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Menton. Kementad ur c'horreenn. Ar metr karrez eo an unanenn a dalvez da vuzuliañ ar gorreadoù. HS. ec'honad.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

muzul gorread douar

1931
Référence : VALL pg (mesure) agraire

Ma 'z eus un dolzennad mein-raz o skeiñ war dorrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, ha war c'horread an Douar-bras diouzh un tu all, eo bet teuzet ar mein-raz dre nerzh an doureier, hag ur stêr a c'hell redek dre zindan an douar betek ur stivell war an torrod-meur; an doenn a gouezh a-benn ar fin, ha setu un draonienn veuzet, pep neuz ur gwir draonienn diveuz dezhi, pegen don bennak e c'hellfe bezañ.

1943
Référence : TNKN p76

Hag e lammas en druzoni. Lonket e voe goustad, E eoul ar gorread.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

An den gwenn a vuzule an aod, an hent-bras, hag ar gwenodennoù pouezusañ, e doare ober ul linenn serr, a gloze eta ur gorread douar.

1985
Référence : DGBD p71

Hag evit diskar un nebeudig gwez e vez gwastet gorreadoù bras a goad.

1985
Référence : DGBD p184

Ne oa ket mui eno ostaleri ebet, met dindan ar gwiskad raz war dalbenn an ti, etre an daou brenestr hag an nor en traoñ, hag an tri frenestr el laez, e oa tu da lenn c'hoazh, war un hirgarrezenn pri-raz, keit hag an ti, hag he doa pourchaset, war-c'horre mañsonerezh ar vein tennet eus tor ar menez, ur gorread plaen d'al lizherennourien da skrivañ an anv a zedenne, ouzhpenn micherourien an hent-houarn, ar veajourien war o c'hezeg pe en o c'hirri : "Maison Leveil, On loge à pied et à cheval".

1992
Référence : EAZB p. 17

kompren a rez gerioù e-giz kelc'hier, pazennadur, gorread, skouergornek... ha tro 'peus bet d'ober gant ar gerioù-se c'hoazh...

2013
Référence : YUDAL p60

[Iliz-veur] Landreger avat n'eus ken 75 metr etre dor an talbenn ha penn pellañ he chantele - keñveriañ gorread iliz-veur Kemper ouzh hini iliz-veur divent Amiens.

2013
Référence : LLMM niv. 399, p. 6

Kompren a ran bremañ perak ez eo ken bihan hall an enkerzh e-keñver gorread an adraoñ.

2015
Référence : EHPEA p50

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux