Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Penn uhelañ, plaen pe blaenoc'h udb. An hent a vo graet war gorre ar stankell. War gorre ar pres. & Ent strizh Gorre ul lestr : lodenn blaen a c'holo kouc'h ur vag. & War gorre ub. : warnañ. 2. Dre ast. Rann uhelañ un tolead bnk. Paotred an arvor a zeue d'ar gorre. & Lec'hanv. Lodenn reterañ ur vro, ur barrez. Gorre-Breizh. Gorre-Leon. Gorre kêr. & (db. ar c'hêrioù war ar maez ; kenstrollet-laosk gant un anv divoutin) Termen a ro da c'houzout ez eo lec'hiet ar gêr-mañ-kêr war an uhel. ES. goueled. 3. Tu diavaez udb., bevennet a bep tu. Gorre an douar. Gorre ar park. 4.[1877] WAR GORRE AR MARC'HAD : Ouzhpenn-se. [1877] Piv a garfe brezelekaat gant tud hag a ra brezel d’o Doue, d’o Roue, d’o beleien, d’an holl dud vat eus o bro ha d’an estren, war gorre ar marc’had, abalamour ma ne reont ket evelto ?

Exemples historiques : 
45
Masquer la liste des exemples

gorre

1499
Référence : LVBCA p85 ('-le- dessus')

ar gorre pe ar mell a'n penn

1659
Référence : LDJM.1 pg (le sommet de la) teste

ar gorre a'n douar

1659
Référence : LDJM.1 pg surface (de la terre)

gorre

1659
Référence : LDJM.1 pg gorre

war ma gorre

1659
Référence : LDJM.1 pg voar (ma gorre)

ar gorreoù

1699
Référence : Har. pg goro (les elevations, les lieux hauts)

gorre ar mor

1732
Référence : GReg pg (la) face (de la mer)

koc'henn, gorre, fas an douar

1732
Référence : GReg pg (la) face (de la terre)

gorre ar seiz

1732
Référence : GReg pg fleuret (Fleuret, sorte de soye.)

ar gorre eus an ti

1732
Référence : GReg pg (le) dessus (la partie supérieure)

ar gorre

1732
Référence : GReg pg (le) dessus (la partie supérieure)

gorre

1732
Référence : GReg pg (le) dessus (la partie supérieure), face (superficie)

gorre

1850
Référence : GON.II pg gorré (Dessus, la partie supérieure. Surface. Superficie).

Kaeroc'h eo an dindan eget ar c'horre.

1850
Référence : GON.II pg dindan, didan, indan (Le dessous est plus beau que le dessus).

Ar gorre eus an ti.

1850
Référence : GON.II pg gorré (Le dessus de la maison).

gorre

1850
Référence : GON.II pg gorrégez

gorreoù

1850
Référence : GON.II pg gorréou

diwar c’horre

1850
Référence : GON.II p.7, introduction (de dessus la surface).

Ha pa ve ar bed holl teuzet en e galon, / War gorre, enni c'hoazh, ve beuzet ur mor don.

1867
Référence : MGK p95

Evelato, ar c’hoant en deus da zerc’hel e vuhez gantañ a ro dezhañ nerzh nevez ; dont a c’hell eus a-zindan e bont, tennañ a c’hell e zivesker morzet eus a greiz al lec’hid ; div pe deir gwech e riklas hag e ruilhas diwar dalbenn an hent bras oc’h esa dont war gorre.

1877
Référence : EKG.I. p.130

Souezhet e voent pa glevjont ur roc’hadenn evel unan bennak o tisteuler, ha pa weljont un dorn o sevel er ganol war gorre an dour.

1877
Référence : EKG.I. p.304

Piv a garfe brezelekaat gant tud hag a ra brezel d’o Doue, d’o Roue, d’o beleien, d’an holl dud vat eus o bro ha d’an estren, war gorre ar marc’had, abalamour ma ne reont ket evelto ?

1877
Référence : EKG.I. p.261

D’ar gorreoù, pa sav ar beleg en aer, evit o reiñ da adoriñ d’ar bobl, korf ha gwad hor Salver Jezuz-Krist, an holl a stou hag a bleg o fenn, daoulinet, strinket d’an douar war blankenn o bag, doujañs ha karantez Doue en o c’halon...

1877
Référence : EKG.I. p.100

Ur pod houarn bras, bet o tommañ lijoù da ober ar c’houez, marteze ivez ar soudarded o doa graet o soubenn ennañ, a yoa war an aoled ; lammet a ris war e c’horre ha diwarnañ e c’hellis, en ur groaziañ va divrec’h, tizhout daou gostez ar siminal.

1878
Référence : EKG.II p.137-138

Evelato int tud, ha ne c’heller ket o lezer, evel chatal ha gagnoù, da vreinañ war gorre an douar.

1878
Référence : EKG.II p.97

— Requiescant in pace ! — Amen, emeve, diwar gorre ar [v]ardell, kalonekañ ha devotañ ma c’hellen.

1878
Référence : EKG.II p.48

Nemet buan ez eas da hesk pinvidigezh ar gweleadoù metalus, anezho mein distag a-skign war c'horre an douar.

1923
Référence : SKET p.19

Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re vev, ra stlapo e gorf e kondonioù an douar, ra wano anezhañ, ennañ e-unan kerkoulz hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinvioù, en e barkoù, en e bradoù, en e goadoù hag en e zourioù !

1923
Référence : SKET p.27

A-vriadoù e taolent war he gorre kenin nevez-kuntuilhet.

1923
Référence : SKET p.121

Ha bezañ Velia kozh-kozh ! Ouzhpenn kant tregontvedad bloazioù he doa gwelet o tremen war c’horre ar bed.

1924
Référence : SKET.II p.14

Ha deus pep kalon e savas un huanadenn a frealzidigezh, pa eo bet gwelet ar vag c’hoazh war c’horre an dour.

1925
Référence : BILZ2 p.145

Al labour a raent a oa tenn ha risklus, rak ar c'hirinoù a gempennent a oa leun-kouch a vateri tarzhus ha kabellet gant ur viñs-enaou-tan. N'oa ket brav, m'el lavar deoc'h, firbouchat re an obuzioù-se na kennebeut c'hoari ruilh-kaik ganto. N'eo ket gant tud moñs kennebeut all, e vefent bet lakaet a-rezadoù an eil war c'horre egile.

1929
Référence : SVBV p6

war ar gorre

1931
Référence : VALL pg apparent

gorreoù

1931
Référence : VALL pg acropole

Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.

1943
Référence : TNKN p11

An diaoul kentañ. — « Hag ur re votoù ler [lêr] gwerniset hoc’h eus war gorre an armel. »

1944
Référence : ATST p.59

An Ankoù en deus skoet dec’h war dor vras an Ifern hag en deus lavaret deomp : E parrez Lotei, war gorre an dorgenn, tost da hent Kastellin, er gêrig anvet Karreg-al-Louarn, ur voereb gozh a zo prest da vervel.

1944
Référence : ATST p.56

A-boan ma oa aet Lom d’ar park, ma lavaras Soazig, ar c’hoar yaouankañ : — « O ! sur, Lom n’eo ket aet da zic’harzhañ, rak gwelout a ran e falz war gorre an armel. ».

1944
Référence : ATST p.40

« Ar gorre [eus an douar] a zo dit hag a vezo dit ha da'z rumm, gant ma anzavi ac'hanon da aotrou, ha ma paei din pe da'm gouarnour ul leve bloaziek. »

1944
Référence : EURW.1 p9

Alies ez an da Sant-Weltas, hag e pignan war c'horre an Dosenn.

1944
Référence : EURW.1 p.211

Edo ar breur Arturo o verzout e oa ret dezhañ he gwelout, ur wech diwezhañ... Alc'houez ar Skiant... Alc'houez Skiant ar Vuhez... Pezh a ouie, eñ, n'oa nemet deskadurezh diwar levrioù, skiant diwar c'horre : hel lavaret he doa...

1949
Référence : SIZH p.64

N'eo nemet pa vez reverzhi vras ma vez a-wechoù diaes mont a-hed an aod, dreist-holl pa vez un tammig rust ar mor, rak neuze e teu an tarzhioù da skeién ouzh kerreg gorre an aod.

1985
Référence : DGBD p51

Bez' e c'hellez neuial a-zindan ar gwagennoù, emezañ. Just dindan ar gorre e vez merzet fiñv ar mor, met donoc'h avat eo sioul ha diflach.

2023
Référence : DREAM p. 124

Soñjal a reas er pesked o neuial e donder ar mor dre an dour didurmud, hag a veze sachet trumm gant ar roued betek ar gorre, kaset e-kreizig-kreiz ar gorventenn.

2023
Référence : DREAM p. 124

C'hwezh ar boultrenn a oa e pep lec'h, petra bennak ma oa gwerniset an holl gorreoù, laminaet [sic] al leurzi, sintetek panelloù ar mogerioù, gwisket gant melamin an arrebeuri marc'hatmat.

2023
Référence : DREAM p. 16

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux