Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Ar. 1. War gorre (ub., udb.). Bezhin zo war-c'horre ar mor. War- c'horre an douar ez eus erc'h. Sevel a reas ouzh ar c'hleuz ha gourvez a reas war e c'horre. HS. war-lein. ES. dindan, edan. & (evit goleiñ, evit stouvañ udb.) Lakaat udb. war-c'horre unan all : e lakaat warnañ. Lakaat an doubier war-c'horre un daol. Lakaat ur golo war-c'horre ur voest. & Fardet em eus ur pakad, lakaet ur fiselenn a-dra ha graet daou skoulm war e c'horre 2. A-uc'h (ub., udb.). War-c'horre an armel emañ an arc'hig. Ur skritell a oa war-c'horre an nor. HS. war-lein. ES. dindan, edan. 3. Dre skeud., PEMDEZ (db. ar plegennoù ma vez an dud) Sevel war-c'horre an dour : dont da vezañ gouest da drec'hiñ an diaesterioù a daler outo. II. Adv. A. 1. War gorre (ub., udb.). Ledet eo bet ar bili war al leur ha chomet int mat war-c'horre abaoe. Na lezit ket ar podadoù koaven hep tra warno : lakait pep a serviedenn war-c'horre. & Dre verr., DIZOARE (db. ar wazed) Mont war-c'horre : war korf ur vaouez, evit kaout un darempred rev ganti. HS. war-lein. ES. dindan, edan. 2. A-uc'h (ub., udb.). Disoñjet en deus e lunedoù war ar stalenn, aze war-c'horre. HS. war-lein. ES. dindan, edan. B. Dre skeud. 1. (db. ar plegennoù ma vez an dud) Bezañ war-c'horre, sevel war-c'horre : bezañ gouest, dont da vezañ gouest da drec'hiñ an diaesterioù a daler outo. 2. (db. priz ar marc'hadourezhioù) Ouzhpenn. Dek lur war-c'horre em eus paeet al levr-se. C. Stn. 1. Zo war gorre (udb.). Al liñsel war-c'horre. An tu war-c'horre eus ur c'harton. ES. dindan. 2. An tu, ar pleg war-c'horre : an tu gounit. Kemer, tapout, pakañ an tu, ar pleg war-c'horre.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

voar gorre

1659
Référence : LDJM.1 pg dessus

war ma gorre

1659
Référence : LDJM.1 pg voar (ma gorre)

war-c'horre

1732
Référence : GReg pg dessus (au dessus)

war-c'horre

1850
Référence : GON.II pg war (-c'horré)

war-c'horre an nor en c'havfot

1850
Référence : GON.II pg war (-c'horré)

war-c'horre

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "au-dessus de".

War-c’horre o c’havot.

1850
Référence : GON.II p.89, livre second, « Vous les trouverez dessus ».

war-c'horre

1850
Référence : GON.II pg gorré (Dessus. Au-dessus).

Emañ war e c'horre.

1850
Référence : GON.II pg gorré (Il est sur lui, il est au-dessus de lui).

Sevel a ris ouc’h [ouzh] ar c’hleuz, gourvez a ris war e c’horre, astenn a ris va gouzoug evit taoler un taol-lagad a bep tu war an hent-bras.

1878
Référence : EKG.II p.115-116

Tigernomagalos-eñ, eus navet rummad gourvibien Ariomanos, a evezhias ouzh ar mein a-stlabez war c’horre an douar e rannoù zo eus ar vro pe e naoz ar stêrioù.

1923
Référence : SKET p.56 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]". "P. 56, trede dilinenna[ñ], lin. 2, e lec’h « a-stlabez » kentoc’h « a-skign »". )

Ar Gwennili koulskoude a ranke mont war an araog, dre war-c’horre pe dre zindan.

1925
Référence : BILZ2 p.108

Du-se, er C’hreisteiz, e weler ar Wyddfa ; 1800 metrad uhelder. Nevez-c’hraet ‘z eus un tren-drezenn da bignat war e c’horre.

1944
Référence : EURW.1 p.128

An deiz warlerc’h , John Edwards a ambrougas ac’hanon war c’horre un omnibus betek lojeiz Yann ar Fusteg, 52 ru Lepic.

1944
Référence : EURW.1 p.103

— « War ar stal-greiz, Job, » a lavaras ar voereb. « War-c’horre al liñserioù pleget. Erru oc’h ? »

1944
Référence : ATST p.34

An dour diwar ar frouezhenn-se a laka ar pesked da vadaouiñ, hag e teuont war-c'horre, hanter-varv, ha ne vez mui neuze nemet o dastum e boutigi hag o lakaat war ur glouedenn evit bezañ mogedet.

1985
Référence : DGBD p160

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux