Paotred yaouank am selaou, c’hwi hag a dle, war-c’hed a gement-se e c’hellit bezañ dre an amzer a zo bremañ, c’hwi hag a dle kuitaat ho pro, ha mont marteze da vrezelekaat e broioù all, n’ankounac’hait ket da lavaret ho pedennoù bep noz ha bep mintin, rak gwelet a rit penaos e teu an Aoutrou Doue da selaou ar pedennoù.
war-c'hed
Evelato, gwell brim e teuas a-benn da foetañ e drantell, ha souzhet[-]krenn e vanis pa grogas va c'hulatorez Soaz Sapeur da ziskleriañ [zisklêriañ] din ar wirionez war he c'hed : "Selaou, mabig, emezi, graet eo an taol gant da dad brav ; dre lonkañ ez eo aet e holl vadoù en e gorf. [...]"
Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh, ouzh e heul ur jeneral hag ofiserien a renk uhel, hag evel-just ul lostennad lakizien, gant an Aotrou Lhéritier hag e dog foñs hir e penn-kentañ.
Stag e veze ar bravig-se ouzh ar wern vras, hag ennañ e veze bountet ur pennad tortis war enaou hag a c'hlaouenne evel un tamm tont ; dindan e veze lakaet ur pentoniad dour, betegouzout emichañs ne grogje an tan e dir a pont, hag e-kichen e chome noz-deiz un den war-c'hed gant e fuzuilh hag e vaionetezenn : Service-Service, jugulaire-jugulaire, eme Yann vartolod.
Mots précédents
Mots suivants
warc'hoazh