war-bouez e zivrec'h
war-bouez labourat ez eo deut gouiziek
war-bouez, diwar-bouez
war-bouez
E-lec'h klask hepken ar rec'hell argollus evit al listri, e vez savet kartennoù resis kenañ e-keñver an donder, d'al listri da c'hallout evel-se ober hent el latar war-bouez un ardivink-sontañ dre an heklev.
Ha didrouz, war bouez ur sioul a zraskadenn-pleñchod, a-wechoù, du-mañ du-hont.
War-bouez o c'herniel e vezont dibradet ha sammet war ar pont, doare kriz a-walc'h d'en em gemer, rak n'eo ket ral gwelout hini pe hini eus al loened o viskorniañ.
Tremenet eo da vat ar mare ma ouie an tad-kozh Mazhev, e yaouankiz e dri-ugent vloaz, loc'hañ da c'houloù-deiz diouzh kêr, da vont da gaout lein e ti e verc'h yaouankañ ha karetañ, dimezet gant un noter seizh lev ac'hann, ober ur frapad kaoz ganti ha distreiñ da noz, war e bouezig ha war e droad, e-koulz evit ar banne soubenn er gêr.
O vezañ ma oan bet sañset er skol da zeskiñ brezhoneg, gant Pêr-Yann Nedeleg, an dra-se a veze gwelet hag anavezet, dreist-holl gant Visant Seite, o vezañ ivez memes tra ma oa deuet va brezhoneg da ziglorañ war-bouez lenn hag adlenn Sketla Segobrani hag Istor ar Bed ha Milc'hwid ar serr-noz ha traoù evel-se, e oa deuet va brezhoneg da vezañ brezhoneg Gwalarn.
Ur perzh dibar all a zo d'an nebeud absidennoù en ilizoù hor bro, war-bouez re Redon hag ar Salver e Dinan : krommenn an absidenn 'zo graet diwar teir fastell voger p'emañ ar boaz e lec'h all da rannañ anezhi etre pemp pe seizh pastell.
Diriskl eo keit ma n'eus liamm ebet etre an obererezh-se hag ho labour – war-bouez un nebeud nemedennoù a vefe !
E vurev zo goullo, war-bouez skramm un urzhiataer. Gwezhall e veze lestradoù bleunioù.
Neuze en em garjont, hep na vefe bet eskemmet grik etrezo, war-bouez ya pe nann a-wechoù, a vouezh izel evel ma vefer oc'h ober ur jestrig gant an dorn, netra all.
Mots précédents
Mots suivants
war-bouez-traoñ