I.
Ar.
1. War gorre (ub., udb.).
Bezhin zo war-c'horre ar mor. War- c'horre an douar ez eus erc'h. Sevel a reas ouzh ar c'hleuz ha gourvez a reas war e c'horre.
HS. war-lein.
ES. dindan, edan.
&
(evit goleiñ, evit stouvañ udb.)
Lakaat udb. war-c'horre unan all : e lakaat warnañ.
Lakaat an doubier war-c'horre un daol. Lakaat ur golo war-c'horre ur voest.
&
Fardet em eus ur pakad, lakaet ur fiselenn a-dra ha graet daou skoulm war e c'horre
2. A-uc'h (ub., udb.).
War-c'horre an armel emañ an arc'hig. Ur skritell a oa war-c'horre an nor.
HS. war-lein.
ES. dindan, edan.
3. Dre skeud., PEMDEZ
(db. ar plegennoù ma vez an dud)
Sevel war-c'horre an dour : dont da vezañ gouest da drec'hiñ an diaesterioù a daler outo.
II.
Adv.
A.
1. War gorre (ub., udb.).
Ledet eo bet ar bili war al leur ha chomet int mat war-c'horre abaoe. Na lezit ket ar podadoù koaven hep tra warno : lakait pep a serviedenn war-c'horre.
&
Dre verr., DIZOARE (db. ar wazed)
Mont war-c'horre : war korf ur vaouez, evit kaout un darempred rev ganti.
HS. war-lein.
ES. dindan, edan.
2. A-uc'h (ub., udb.).
Disoñjet en deus e lunedoù war ar stalenn, aze war-c'horre.
HS. war-lein.
ES. dindan, edan.
B. Dre skeud.
1. (db. ar plegennoù ma vez an dud)
Bezañ war-c'horre, sevel war-c'horre : bezañ gouest, dont da vezañ gouest da drec'hiñ an diaesterioù a daler outo.
2. (db. priz ar marc'hadourezhioù)
Ouzhpenn.
Dek lur war-c'horre em eus paeet al levr-se.
C. Stn.
1. Zo war gorre (udb.).
Al liñsel war-c'horre. An tu war-c'horre eus ur c'harton.
ES. dindan.
2. An tu, ar pleg war-c'horre : an tu gounit.
Kemer, tapout, pakañ an tu, ar pleg war-c'horre.
Daveenn :
GON.II
pg gorré (Il est sur lui, il est au-dessus de lui).
Sevel a ris ouc’h [ouzh] ar c’hleuz, gourvez a ris war e c’horre, astenn a ris va gouzoug evit taoler un taol-lagad a bep tu war an hent-bras.
Sevel a riz ouc’h ar c’hleuz, gourvez a riz var he c’horre, astenn a riz va gouzouk evit taoler eun taol-lagad a bep tu var an hent braz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.115-116
Tigernomagalos-eñ, eus navet rummad gourvibien Ariomanos, a evezhias ouzh ar mein a-stlabez war c’horre an douar e rannoù zo eus ar vro pe e naoz ar stêrioù.
Tigernomagalos-hen, eus navet rummad gourvibien Ariomanos, a evezias ouz ar mein a-stlabez war c’horre an douar e rannou-zo eus ar vro pe e naoz ar stêriou.
Ar Gwennili koulskoude a ranke mont war an araog, dre war-c’horre pe dre zindan.
Ar Gwennili koulskoude a ranke mont war an a-rôk, dre war c’houre pe dre zindan.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.108
Du-se, er C’hreisteiz, e weler ar Wyddfa ; 1800 metrad uhelder. Nevez-c’hraet ‘z eus un tren-drezenn da bignat war e c’horre.
Du-se, er C’hreizteiz, e weler ar Wyddfa ; 1800 metrad uhelder. Nevez-c’hraet ‘z eus eun trein-drezenn da bignat war e c’horre.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.128
An deiz warlerc’h , John Edwards a ambrougas ac’hanon war c’horre un omnibus betek lojeiz Yann ar Fusteg, 52 ru Lepic.
An deiz warlerc’h , John Edwards a ambrougas ac’hanoun war c’horre eun omnibus betek lojeiz Yann ar Fusteg, 52 ru Lepic.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.103
— « War ar stal-greiz, Job, » a lavaras ar voereb. « War-c’horre al liñserioù pleget. Erru oc’h ? »
1944
Daveenn :
ATST
p.34
An dour diwar ar frouezhenn-se a laka ar pesked da vadaouiñ, hag e teuont war-c'horre, hanter-varv, ha ne vez mui neuze nemet o dastum e boutigi hag o lakaat war ur glouedenn evit bezañ mogedet.