En em zibradañ a ris a-nerzh va divrec’h, hag, en ur astenn va divesker a bep tu, e c’hellis sevel uhel a-walc’h evit bezañ e kuzh a-raok m’oa deuet ar soudarded d’am c’hlask, rak bet e oant da gentañ er penn uhelañ, abalamour ma kave dezho e vijen aet er penn-se da c’houlenn golo digant Bielon.
Degemeret eo an dra hiziv, avat; hogen a-stroñsadoù eo e hañval bezañ bet dibradet an douar hag en un doare rouestlet.
O tiskouez neuzidigezh teir c'hompezenn veuzet stouet muioc'h-mui, a-feur ma 'z a ar strad war c'houzizañ hag an Douar-Bras o tibradañ.
Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.
War-bouez o c'herniel e vezont dibradet ha sammet war ar pont, doare kriz a-walc'h d'en em gemer, rak n'eo ket ral gwelout hini pe hini eus al loened o viskorniañ.
Deuet eo brav ganeoc'h pa vez gwell d'ar poliser gervel 2 pe 3 foliser all evit dibradañ ac'hanoc'h, kentoc'h evit kemer ar riskl da derriñ beg ho livenn-gein pe ho choug -dirak testoù !-.
Mots précédents
Mots suivants
dibradenn