Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"
Neb a lenno al linennoù da heul hag a lakaio evezh mat gant ar bugenoù-mañ, ra vo sellet outañ a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir (1) anezhañ hag e dud, o reiñ nerzh, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkoù, e di hag e oaled, e goadoù hag e bradoù, e stêr hag e stank !
Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.
Mont a rae a-wechoù war-ziskenn ar menez a-gleiz pe a-zehou, hag e weled neuze ur c’hrec’h digoad gant douar-gounid, prajoù pe barkeier, hag a-rez ar fjord, ur gêriadennig fentus gant tiez bihan a bep seurt liv, heñvel-mik ouzh c’hoarielloù Nedeleg, bodet e skeud un ilizig ken dister hag i, ha pelloc’h, war-bign un dorgenn c’hlas, traoù munut, ruz pe wenn, o fiñval goustadik, saout ha deñved ar barrez o peuriñ.
Kousket a rejomp kichen-ha-kichen war vein kalet plas foar Neufchâteau, ha war bradoù blotoc'h Bastogne, un ergerzhadenn a badas betek Ettelbrück, al lec'h ma voemp sammet en un tren evit bezañ douget d'an Alamagn.
Mots précédents
Mots suivants
Prad