Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
6
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1867, 1944, 1985] Tachenn dindan c'heot ma kaser ar chatal da beuriñ, ma veder foenn. Mont a reas d'ar prad, ur falc'h gantañ war e skoaz. Galoupat dre ar pradeier. & Douar prad : dalc'h gantañ. DHS. foenneg, peurvan. 2. Trl. skeud. Sachañ an dour war e brad : kemer, ober pep tra evit an unan. & [1931] Tennañ, distreiñ an dour diwar prad ub. : ober udb. e oa e-sell da ober araozañ. & Lakaat tourig er prad : kerzhet war an daouarn en ur zelc'her e zivhar sonn er vann. & Plantañ peul er prad : delc'her e zivc'har sonn er vann o kemer harp war e zaouarn hag e benn. & Mont eus ar prad d'al lann, d'al lanneg, eus al lanneg d'ar prad. 3. Roustad. Tapout a reas Katell dre he blev hag e reas dezhi ur prad evel n'he doa ket bet biskoazh.

Skouerioù istorel : 
38
Kuzhat roll ar skouerioù

prad

1499
Daveenn : LVBCA p168 (pre)

prad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pré

prajoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pré

pradoù

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

prad

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

prad

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

prad

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

chagañ, sac'hañ a ra an dour war va frad

1732
Daveenn : GReg pg (l'eau) croupit (sur mon pré)

an dour a zo chaget, sac'het war va frad

1732
Daveenn : GReg pg (l'eau) croupit (sur mon pré)

dizourañ ar prajoù

1732
Daveenn : GReg pg (oter l') eau (des prez, l'empêcher d'y aller, l'en faire écouler)

prad geotek

1732
Daveenn : GReg pg herbe (Lieu abondant en herbes.)

pradoù

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

prad yeotek

1732
Daveenn : GReg pg herbe (Lieu abondant en herbes.)

prad

1850
Daveenn : GON.II pg foennek, fouennek, prâd

pradoù

1850
Daveenn : GON.II pg prâd

prajoù

1850
Daveenn : GON.II pg prâd

prajeier

1850
Daveenn : GON.II pg prâd

ret eo distreiñ an dour diwar ar prad

1850
Daveenn : GON.II pg prâd

ar prad-se a zo divent

1850
Daveenn : GON.II pg diveñt

ma na zizourit ket ho prad, n'ho pezo ket a foenn

1850
Daveenn : GON.II pg dizoura

deuet eo an amzer da zourañ ar pradeier

1850
Daveenn : GON.II pg doura

Breizhiz, gwir vreudeur kalonek, / Mougomp an drouk dre ober mat, / En em skignomp holl e pep prad / Da gutuilh bleuñv a'r re gaerañ, / D'ober ul labour ar gwellañ, / D'ober da Vreiz kant kurunenn, / Ha pa ve fuc'h er c'hozh kelien !

1867
Daveenn : MGK p115

Grit ur sell, aotrou sant Kadoù, diouzh lein an neñv emaoc'h e-barzh, hag e welot hag-eñ a heuilh pe na heuilh ket hoc'h alioù, ho mab, ar barzh, pe evit lavaret gwell, gwenanennig Breizh, a gomzan anezhi amañ, "Hag a zistro d'he c'hest laouen, gant ur bec'h mel he deus kavet, dre ar prajoù war gant boked"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIII

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : / "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, / Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, / An naon, ar yeot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, / Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, / E peurjon er prad-se ledander va zeod.

1867
Daveenn : MGK p25-26

Ma n'am c'hredit, it d'ar garnel, / It da sellet, goude 'n emgann, / Er maez-ar-stourm, ar prad ledan.

1867
Daveenn : MGK p68

Ma ! kred 'c'hanon, mignon Tomaz, laka fosfat kaoc'h-houarn en douar a giri, ha d'an trenvad a giri, war ar prajo, war ar c'hozhenno, da winizh koulz ha da ed-du.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Neb a lenno al linennoù da heul hag a lakaio evezh mat gant ar bugenoù-mañ, ra vo sellet outañ a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir (1) anezhañ hag e dud, o reiñ nerzh, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkoù, e di hag e oaled, e goadoù hag e bradoù, e stêr hag e stank !

1923
Daveenn : SKET p.25

War-dro ar mor hag ar stêrioù ez eus un niver geunioù, douaroù-taouarc’h ha pradoù krenegellek.

1923
Daveenn : SKET p.125

Ne voe merzet nag ar poulloù-taouarc’h o vont war griskiñ nag ar geunioù o frankaat, nag an toulloù-kurun pe ar pradoù krenegellek o paotañ.

1923
Daveenn : SKET p.67

En tu-hont d’ar strizh-odeoù-se e tigor ar menezioù, e tiskenn an div c’hlann ; ar pradeier, ar c’hoadeier a weler o tont en-dro.

1924
Daveenn : SKET.II p.49

En bourk, en Pennenez ne oa nemet merc’hed er gêr ; war ar maez, er c’homanañchoù, pep hini a oa aet gant e labour, piv d’ar park, piv d’ar prad, pe d’ar c’hoad, pe d’ar waremm.

1925
Daveenn : BILZ2 p.162

Pep Sul ’ta, gant e vreur hag e c’hoarezed ec’h ae a-dreuz koadeier ha pradeier Kerdrearnel, Mengi, Tremedern, Kergoualc’h hag ar Jaou da glask beut ha gwial.

1925
Daveenn : BILZ2 p.114

tennañ an dour diwar prad ub.

1931
Daveenn : VALL pg (marcher sur les) brisées

En em lezel da vevañ, evel ebeulien yaouank digabestr ha dinask leusket en ur prad ; reolenn ebet, nemet an hini hor redie da heuliañ kentelioù ur wech bemdez, ha c'hoazh e oa kalz hag a dremene hep mont d'ar skol-veur.

1944
Daveenn : EURW.1 p.146

Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Pebezh laouenidigezh er pradoù, o lammat, o vrañsigellat ouzh ar bodoù izel, o pignat er gwez, o neizheta.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

Div edont du-se 'tal ar poull / O ledañ kouez war ar prad, / Hogen er c'harzh e oa eun toull / Ha, kent a se, o c'hleven mat.

1960
Daveenn : PETO p29

Kousket a rejomp kichen-ha-kichen war vein kalet plas foar Neufchâteau, ha war bradoù blotoc'h Bastogne, un ergerzhadenn a badas betek Ettelbrück, al lec'h ma voemp sammet en un tren evit bezañ douget d'an Alamagn.

1985
Daveenn : DGBD p6

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial