dibreder
dibreder
« Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, / Pa welot en o farkeier, / An dieien vak, dibreder, / Oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused / Gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet / Evit pakañ evnigoù, / Na nijit mui a-biklammoù, / Chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell. »
dibreder
Kement ha ken bihan ma krede din a-wechoù ne oan ket ur martolod ar c’hentañ renk oc’h ober e amzer war vor, met ur mondian gant nebeut a beadra, met ken sart, ken dibreder ha den e-pad e vorredadenn war ur pikol lestr-bale.
Un tammig gwad fall a raen evelkent, daoust din chom ken dibreder da welout ha kent ; hogen, evidon da vezañ lennet nevez ’oa Werther gant Goethe, ul levr a blijas din meurbet, ne oan ket troet d’ober evel paotr e bistolenn ; nann, mar karan !
Plijout a rae dezhi moarvat ober ur wech an amzer ur c'hofad gouelañ, ha Biz Kamm, daoust ha ma veze ar peurliesañ ken dibreder hag ur vi nevez dozvet, a lavare neuze, ur sac'had droug ennañ : « Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! »
Dre ma trouskennne va gouli, e vezen adarre laouen ha dibreder, petra bennak ma kaven bremañ gwell [gwall] dreut va yalc’h : mil lur hepken da brenañ lienaj ha dilhad, ha d’ober ar seurt flipad hent !...
Ur wech eeunet an traoù pouezusañ, pa c'hellomp diouzh an noz kerzhout dibreder dre ar ruioù a-raok mont da azezañ en ostaleri, e kavan koulskoude dudi gant ar vro.
Grilhet em boa brav-tre ma zamm bistek, lakaet em boa un nebeud hadennoù fenouilh, ha setu, 'oan ke tmui evit debriñ anezhañ dibreder : nann, n'eo ket an dra-se, 'oan ket mui e vit debriñ ha kemer preder hepken gant ar pezh 'oan o tebriñ.
Kempenn an ti, dibreder an annezidi, evel ma vez lavaret.
Mots précédents
Mots suivants
dibrederezh