Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Obererezh prederiañ (I 1). Preder ar spered ha striv an divrec'h. & (impl. da anv unan) Kaout ur preder sebezus evit e oad. & Trl. Ober preder war udb. : prederiañ (I 1). 2. Evezh bras taolet da lakaat ub. pe udb. da wellaat, da zont da vat. Gant preder e ra pep labour. Ar pezh hor befe graet hep preder. & Trl. Kemer preder gant udb., ub. : ober war e dro gant evezh. Ar preder a gemere gant ar chatal. & Bezañ e breder gant udb., kaout preder gant udb. : ober war-dro an dra-se en un doare evezhiek. & Kaout preder da ober udb. : teuler evezh da ober an dra-se. HS. aket, damant. 3. Dre ast. Nec'hamant. Merzout a ra gant kalz a breder e falla e yec'hed. HS. doan, enkrez, morc'hed. II. G. 1. Dre ast. Tra a brederier warnañ. En em silet en deus ar soñj-se en e brederioù. 2. Mennozh, soñj a vez holl evezh ub. gantañ. Prederioù pemdeziek ar bobl.

Exemples historiques : 
26
Masquer la liste des exemples

preder

1732
Référence : GReg pg chagrin (inquietude)

prederioù a-walc'h em eus

1850
Référence : GON.II pg préder

prederioù

1850
Référence : GON.II pg préder

preder

1850
Référence : GON.II.HV pg prédéri, prédérigez

gant kalz a breder en deus graet kement-se

1850
Référence : GON.II pg préder

preder

1850
Référence : GON.II pg préder, pridiri, dibréder

Na dudius eta e vize mojennoù an aotrou Gwezbriant, ma vize bet gantañ mui a breder ! O vezañ ker brav c'hoazh da glevet en doare ma'z int, na c'hwek e vizent da lenn ! Plijout d'an daoulagad ha d'an divskouarn e razent war un dro.

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

Balzamet gant preder, ra chomo gant ar re vev, ra vlenio kuzuliadeg ar rouanez, ra glevo kelenn digantañ ar roue-meur e kement enkadenn a c’hallfe dont warnoc’h !

1923
Référence : SKET p.123

En enep, p’edo Derkeia a rae, e veze goullonderet trumm hag e chome ur pennad kent leuniañ a-nevez. Kadra ha Daga a voe ret dezho adarre lezel ar preder gant o c’hoar.

1923
Référence : SKET p.109

N’en deus ken preder er bed nemet karr bras Vissurix hag an daou jav el laka da loc’hañ.

1924
Référence : SKET.II p.58

"preder" g.

1924
Référence : SKET.II p.138 « Geriadurig », "souci, soin".

Dont a rae eta ar marc’heg da Gastell-Brechou, e preder gwelet an itron, e gwirionez evit gwelet Janedig.

1925
Référence : BILZ2 p.153

kemer preder da

1931
Référence : VALL pg (s')appliquer (à)

Ankounac'haat a ra al lonker e brederioù hag e zleadoù hag e c'hell bezañ gwelet o tiroll da c'hoarzhin pe, er c'hontrol, oc'h en em reiñ d'ar gounnar.

1943
Référence : TOAA p2

Ma karje, en dije breutaet, rak advokad e oa ; mes re lezirek e oa da gemerout muioc'h a breder eget ezhomm.

1944
Référence : EURW.1 p79

Doan vihan ar raskadenn a voe skubet buan gant preder ar veaj kaer e oan o vont da ober.

1944
Référence : EURW.1 p.108

Ar repoz e ti ma zud, aer vat ar menezioù, ar peoc'h a spered, preder ma mamm, a zeuas a-benn eus ma c'hleñved, ha da viz Here e oan pare da vont da Roazhon, da heuliañ klasoù Skol-Veur ar Reizh.

1944
Référence : EURW.1 p.135-136

- Ya ! ni !... N'oûn dare penaos displegañ va freder... Ne zeu ket soñjoù divodest da virout ouzhit da gousket, a-wechoù ?

1949
Référence : SIZH p.54

Ma c'hefridi eo deut ar pred, / Kuit a fazi d'he c'has da benn, / Hag en ober 'rin pa 'z eo ret, / Dre breder kriz ma micher denn.

1960
Référence : PETO p13

Dre o niver hag o galloud e c'hellfe ar Bahouined dont da vezañ pobl diazez ar vro ; ret e vo avat kemer preder da zeskiñ dezho labourat ha tennañ o mad diouzh an douar.

1985
Référence : DGBD p73

An taolioù war an dachenn a zegas bepred traoù dic’hortoz, ha goulennoù da heul a-fed [a-fet] strategiezh koulz a-fed [a-fet] preder.

2015
Référence : DISENT p62

Un toull-trap a-fed [a-fet] preder eo ar feulster kenfeurel : a-drugarez dezhañ e vefe tu da lazhañ un den a zo bet ministr, evel Hubert Védrine, peogwir ez eo kablus da vezañ kemeret perzh er gouennlazhadeg [ouennlazhadeg] e Rwanda.

2015
Référence : DISENT p67

Gallout a ra ar c’henemglev -"pe ar framm preder"--mañ bezañ burutellet adarre da geñver an taolioù da zont.

2015
Référence : DISENT p66

N'eus ket ur gwir preder anezhi e gwirionez, rak mirout a ra oute a gaout ijin, a neveziñ, a gaout douetañs, a soñjal hag a adsoñjal er pezh a reont. Kentoc'h ez eo ur preder otomatek ha ne soñj ket en dalvoudegezh ken.

2015
Référence : DISENT p21

Evitañ, mab-den a oa ur boud dezhañ dekmiliadoù a vuhezioù ha dekmiliadoù a eraezadoù, ur c'hrouadur kemplezh liesfurm a zouge ennañ legadoù iskis a breder hag a angerzh.

2015
Référence : POLDG p225

Rak an daou-se n'int chalet nemet gant o sac'h. Ma mamm, a gemere preder ganeomp-holl, a zo bet tortet gantañ.

2015
Référence : EHPEA p15

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux