1. Trl.
Ar yezhoù predenek : anv a roer d'ur stroll yezhoù keltiek, dezho perzhioù boutin, zo boaziet e Kembre, e Kernev-Veur hag e Breizh.
An div yezh predenek nesañ eo ar c'herneveg hag ar brezhoneg.
2. (db. an unvezioù yezh pe an tachennoù studi)
A denn d'ar stroll yezhoù-se end-eeun pe d'ar yezh keltiek a wezhall ma voent ganet diwarni.
Anvioù-lec'h zo e Bro-Saoz a ziskouez furmoù predenek tremenet e saozneg.