1. Nec'hamant, chal.
Soñjet hoc'h eus ennañ gant hiraezh pe gant prederi.
Ober an aluzen d'an holl, hep prederi, a bep dorn.
&
Trl.
Kaout prederi eus udb., ub. : soñjal ennañ gant evezh, gant nec'h.
&
Mantell a brederi: lienenn vras a veze lakaet war an danvez-priedoù gant ar beleg ouzh o eurediñ.
HS. doan, enkrez, morc'hed, preder.
2. Diegi.
Prederi am eus o vont. Prederi am eus oc'h ober se.
&
(impl. da anv unan)
Ne'm befe ket prederi ebet o lavaret ma fec'hedoù.
HS.lure.
3. Evezh bras.
Lakait prederi ne heuilhfec'h fals pastored.
&
Trl.
Bezañ e prederi : bezañ o soñjal gant evezh, o prederiañ.
An aotrou a vrañselle e bennad blev, krog e zent en e vuzell draoñ, evel ma rae pa veze e prederi.
&
Kaout prederi ouzh ub. : ober war e dro gant aket, evit gwellaat e yec'hed dh.
HS. preder.