1. [1985] Kement ma c'hall ub., ul loen, dougen (war e chouk, e benn).
Un hordenn geuneud, foenn, lann.
[1985] Merc'hed o tougen un hordenn korz-sukr war o fenn.
HS. bec'h, fardell, karg, samm.
2. Strollad traoù heñvel, hir o stumm, liammet a-gevret.
Pep a hordennig gwial, aozilh, haleg pe wern.
&
Trl. kv.
Liammet evel un hordenn : liammet a-gevret en un doare strizh.
Unanet e oant holl, liammet evel un hordenn enep ar re all.
HS. feskenn.
3. Ent strizh.
Mandos.
Div zramm a vo lakaet da ober un hordenn.
HS. feskenn, malan.
4. Dre skeud.
Kement strollad elfennoù fetis zo liammet kloz a-gevret.
Gant ar bobl-se a-skign e reas un hordenn liammet, ur vroad kenurzhiet.
5. (impl. da stn dirak un ak.)
[1867] Mell, pikol.
[1867] Un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr.
Référence :
GON.II
pg horden (Un paquet de linge).
Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus.
Eur bleiz, deut e eskern er meaz euz he groc'hen, o veza ma veze ar c'has oc'h hen diarbenn, a gavaz, war e hent, eunn horden-gi nerzuz, lard-toaz ha flour he ler, ki distaill gallouduz.
1867
Référence :
MGK
p7
Rankout voe d'ar falc'her, 'raok mediñ e hordenn, / A-raok pilat an hoc'h war e gein oc'h torgenn, / Rankout e voe dezhañ dornañ yud, darc'haiñ sonn, / Evit gallout tizhout bete poull ar galon.
Rankout voe d'ar falc'her, 'raok medi he horden, / A-raok pilat ann houc'h war he gein oc'h torgenn, / Rankout e voe d'ezhan dourna iud, darc'hai sounn, / Evit gallout tizout bete poull ar galoun.
1867
Référence :
MGK
p97
« A-raok dont, eme c'hwi, me a dlie ho kelenn, / Ho lezel ur pennad da stardañ hoc'h hordenn, / Da renka mat ho stal, dre skrid ha war baper, / Da beursevel ho ti, da reiñ grweg d'ho pennhêr. »
» A-raok dont, eme c'houi, me a dlie ho kelenn, / » Ho lezel eur pennad da starda hoc'h hordenn, / » Da renka mad ho stal, dre skrid ha war baper, / » Da beur-zevel ho ti, da rei greg d'ho penn-her. »
1867
Référence :
MGK
p102
El lec’h mont d’ar c’hraou, ez eas war-eeun d’ar bern keuneud a oa e kichenn ; tennañ a reas teir pe beder hordenn goad eus ar bern, o sammañ a reas war e gein, hag o digas a reas d’an ti da boazhat koan.
El leac’h mont d’ar c’hraou, ez eaz var eeun d’ar bern keuneud a ioa e kichenn ; tenna a reaz teir pe beder horden goat euz ar bern, ho zamma a reaz var he gein, hag ho digas a reaz d’an ti da boazat koan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.127
(2) War an hordennoù berioù a zouged en ergerzhadegoù-sakr, sellout Déchelette, Manuel, Premier Age du Fer, pp. 798-804 (skeudennoù).
(2) War an hordennou beriou a zouged en ergerzadegou-sakr, sellout Déchelette, Manuel, Premier Age du Fer, pp. 798-804 (skeudennou).
1923
Référence :
SKET
p.61
hordenn
1931
Référence :
VALL
pg botte
Ar vugale a veze lakaet war ar bern da deurel d'an traoñ an hordennoù.
Ar vugale a veze lakaet war ar bern da deurel d'an traoñ an hordennou.
1944
Référence :
EURW.1
p24
Da gentañ e chomer souezhet a-walc'h o welout ar merc'hed o tougen pep tra war o fenn, adalek un hordenn korz-sukr, pe ur vasin houarn betek ar falz eeun hag a reer "machete" anezhi er vro-se.