Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1985] Kement ma c'hall ub., ul loen, dougen (war e chouk, e benn). Un hordenn geuneud, foenn, lann. [1985] Merc'hed o tougen un hordenn korz-sukr war o fenn. HS. bec'h, fardell, karg, samm. 2. Strollad traoù heñvel, hir o stumm, liammet a-gevret. Pep a hordennig gwial, aozilh, haleg pe wern. & Trl. kv. Liammet evel un hordenn : liammet a-gevret en un doare strizh. Unanet e oant holl, liammet evel un hordenn enep ar re all. HS. feskenn. 3. Ent strizh. Mandos. Div zramm a vo lakaet da ober un hordenn. HS. feskenn, malan. 4. Dre skeud. Kement strollad elfennoù fetis zo liammet kloz a-gevret. Gant ar bobl-se a-skign e reas un hordenn liammet, ur vroad kenurzhiet. 5. (impl. da stn dirak un ak.) [1867] Mell, pikol. [1867] Un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

un hordenn foenn, un hordenn geuneud, un hordenn lann

1732
Daveenn : GReg pg (un) faix (de foin, de bois, de lande, ou de hedein)

hordenn

1732
Daveenn : GReg pg botte (faiscseau)

ordennoù

1732
Daveenn : GReg pg botte (faisceau)

hordenn, hordennoù

1732
Daveenn : GReg pg faisceau (qui se porte sur le tête)

Un hordenn geuneud

1850
Daveenn : GON.II pg horden (Une charge de bois).

hordennoù geot

1850
Daveenn : GON.II pg horden (des faix d'herbe).

Taolit zoken a-zevri, lod eus ho hordennoù, ha stlapit-i war ho lerc'h, evit m'o dastumo, hep ruziañ, hag hep bezañ tamallet gant den.

1850
Daveenn : GON.II p.102, Buez Ruth.

hordenn

1850
Daveenn : GON.II pg bôtel, horden (Paquet. Charge. Faix. Fardeau. Botte), tortel

hordennoù

1850
Daveenn : GON.II pg horden (Paquet. Charge. Faix. Fardeau. Botte. Pl.)

Un hordenn zilhad

1850
Daveenn : GON.II pg horden (Un paquet de linge).

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus.

1867
Daveenn : MGK p7

Rankout voe d'ar falc'her, 'raok mediñ e hordenn, / A-raok pilat an hoc'h war e gein oc'h torgenn, / Rankout e voe dezhañ dornañ yud, darc'haiñ sonn, / Evit gallout tizhout bete poull ar galon.

1867
Daveenn : MGK p97

« A-raok dont, eme c'hwi, me a dlie ho kelenn, / Ho lezel ur pennad da stardañ hoc'h hordenn, / Da renka mat ho stal, dre skrid ha war baper, / Da beursevel ho ti, da reiñ grweg d'ho pennhêr. »

1867
Daveenn : MGK p102

El lec’h mont d’ar c’hraou, ez eas war-eeun d’ar bern keuneud a oa e kichenn ; tennañ a reas teir pe beder hordenn goad eus ar bern, o sammañ a reas war e gein, hag o digas a reas d’an ti da boazhat koan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.127

(2) War an hordennoù berioù a zouged en ergerzhadegoù-sakr, sellout Déchelette, Manuel, Premier Age du Fer, pp. 798-804 (skeudennoù).

1923
Daveenn : SKET p.61

hordenn

1931
Daveenn : VALL pg botte

Ar vugale a veze lakaet war ar bern da deurel d'an traoñ an hordennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

Da gentañ e chomer souezhet a-walc'h o welout ar merc'hed o tougen pep tra war o fenn, adalek un hordenn korz-sukr, pe ur vasin houarn betek ar falz eeun hag a reer "machete" anezhi er vro-se.

1985
Daveenn : DGBD p52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial